Gujarat

Eus Wikipedia
Gujarat, en Unvaniezh India

Gujarat (ગુજરાત e goudjarateg, Gujǎrāt, distaget [ɡudʒ(ə)ɾat̪]) zo unan eus stadoù India, e kornôg ar vro-se. Harzoù en deus gant Pakistan er c'hornôg, Rajasthan en hanternoz hag er biz, Madhya Pradesh er reter, ha Maharashtra, Daman ha Diu ha Dadra ha Nagar Haveli er c'hreisteiz.

Kalz a labouradegoù a zo e Gujarat, ar pezh a ra d'ar stad-se produiñ 19,8% eus marc'hadourezhioù greantel India. Uheloc'h eo ar goproù well-wazh eget e stadoù all India. E 2001 e oa annezet gant ouzhpenn 50 milion a dud.

Gandhinagar eo ar gêr-benn, ur gêr savet a-ratozh, diwar netra, evit bezañ pennlec'h ar stad hag anvet diwar Mahatma Gandhi a oa genidik eus Gujarat. Ahmedabad eo kêr vrasañ ar stad.

Ar goudjarateg (Gujarati) eo yezh ofisiel ar stad. Hag Hindoued eo an darn vrasañ eus an annezidi.

E 1960 e oa bet krouet stad Gujarat evel m'emañ bremañ pa oa bet rannet Stad Mumbai diwar abegoù yezhel. Stad Mumbai hec'h-unan a oa bet savet e 1956 gant douaroù a oa e prezidantelezh Mumbai da vare an drevadennerien saoz.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry