Karnataka

Eus Wikipedia
Karnātakā
ಕನಾ೯ಟಕ
Banniel Karnataka
Kartenn Karnataka
  • ██ Lec'hiadur en India

  • Kêr-benn Bangalore
    Poblañs
    • A-bezh
    • Stankter

    55 858 200 ann. (2005)
    291 ann/km²
    Gorread 192 000 km²
    Gouarner T. N. Chaturvedi
    Yezhoù Kannadaeg

    Internet www.karnataka.gov.in

    Karnataka zo unan eus stadoù India, war aod ar c’hornôg. Savet e voe e 1956, pa voe krouet meur a stad nevez hervez bevennoù ar yezhoù. Kannada eo yezh ofisiel ar stad.

    Tremen 55 milion a anezidi zo e Karnataka, da lavarout eo kement hag e meur a stad eus Europa, war ur gorread 191 773km². Bengaluru eo ar gêr-benn, unan eus brasañ kêrioù India, pa’z eus enni tremen 6 milion a annezidi.

    An div drederenn eus annezidi ar stad a gaoze kannada, 9,96 % anezho urdu, 7,39 % telugu, 3,84 % tamil, 3,64 % marathi… hag ar re all yezhoù all c’hoazh, en o zouez an hindeg. Dont a ra anv ar stad eus daou c’her kannada, karu ha nadu, douar uhel.

    Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
    Stadoù ha tiriadoù India
    Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
    Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry