Telougoueg
Neuz
| Telougoueg (Telugu, తెలుగు) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | India |
| Rannved : | Andhra Pradesh |
| Komzet gant : | 70-80 000 000 |
| Renkadur : | 13-17 |
| Familh-yezh : | Yezhoù dravidek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | India |
| Akademiezh : | hini ebet |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | te |
| ISO 639-2 | tel |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | TEL |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |

Ur yezh dravidek eo an telougoueg (telugu తెలుగు) komzet gant 80 milion a dud en India hag er bed a-bezh. Unan eus yezhoù ofisiel India eo an telougoueg, komzet en Andhra Pradesh dreist-holl, e-lec'h m'emañ yezh ofisiel ar stad, hag ivez e Tamil Nadu, Karnataka, Maharastra hag en Orisa ha Chhattisgarh. A-hend-all e vez kavet telougouegerion e Bahrain, Fidji, Malaysia, Moris hag er Stadoù Unanet.
Tost-tre eo an telougoueg d'an thenchoueg (chenchu), d'ar savareg (savara), ha d'ar waddareg (waddar). Skrivet e vez an tamileg gant un abugida ispisial, ar skritur telougouek.