Yezhoù dravidek

Eus Wikipedia

Ar yezhoù dravidek a zo anezhe ur familh-yezhoù enni ur 26 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 200 milion a dud e kreisteiz India ha Sri Lanka dreist-holl. Kavet e vez un nebeud re ivez e lec'hioù zo eus Pakistan (brahweg), Nepal ha reter ha kreiz India. N'eus war a seblant liamm ebet etre ar yezhoù dravidek ha n'eus forzh peseurt familh-yezhoù all.

N'eo ket sklaer nag eus pelec'h e teu ar yezhoù dravidek na penaos int deuet da vezañ komzet el lec'hioù ma vezont kavet hiziv. Perzhioù boutin a vez kavet etreze hag ar yezhoù ouralek hag ar yezhoù altaek a c'hellfe dont diwar darempredoù etre ar yezhoù-se met n'eo ket ken sklaer e vefe ul liamm familh kenetreze.

Ul levezon bras en deus bet ar sañskriteg war ar c'hannadeg, ar malayalameg hag an telougoueg dreist-holl. Tostoc'h eo an tamileg eus ar yezh dravidek orin (kent-dravideg) dre ma'z eo bet levezonet nebeutoc'h gant ar sañskriteg.


Listenn ar yezhoù dravidek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(e druz emañ ar yezhoù anavezet evel yezhoù broadel India):

Yezhoù ar c'hreisteiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù ar su-kreiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù ar c'hreiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù an hanternoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammou diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]