Fidji

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Fidji (e fidjieg: Viti; e saozneg: Fiji; en hindieg Fidji: Phījī), ez-ofisiel Republik Fidji (e fidjieg: Matanitu Tugalala o Viti; e saozneg: Republic of Fiji; en hindieg: रिपब्लिक ऑफ फीजी, Ripablik ăph Phījī), a zo ur stad en Oseania, er meurvor Habask er reter da Vanuatu, er c'hornôg da Donga hag er su da Duvalu. Suva eo ar gêr-benn.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Viti eo an anv e fidjieg, diwar anv an enez vrasañ.
- Dont a ra ar ger Fidji eus an doare da skrivañ an anv e saozneg hervez distagadur tud Tonga.
An inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu anv div enez vrasañ an enezeg:
- Viti Levu, an hini vrasañ
- Vanua Levu, an eil vrasañ
Yezhoù ofisiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Teir yezh ofisiel a zo: saozneg, fidjieg hag hindieg Fidji (anvet Hindustani er vro).
Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Vitiensis a vez laret e latin eus anv meur a loen eus an inizi Viti.

Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
