Enez Pask
Rapa Nui Isla de Pascua | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel : Te Pito Te Henua | |||||
Gouloù-deiz en ahu Tongariki | |||||
Melestradurezh | |||||
Riez | Chile | ||||
Rannvro | Valparaíso | ||||
Tiriad | Rapa Nui | ||||
Proviñs | Rapa Nui | ||||
Kumuniezh | Rapa Nui | ||||
Kêr-benn | Hanga Roa | ||||
Gouarnerez | Laura Alarcón Rapu | ||||
Maer | Pedro Edmunds Paoa | ||||
Kod pellgomz | +56 32 | ||||
Moneiz | Peso chilean (CLP) | ||||
Yezhoù | Spagnoleg Rapanuieg | ||||
Douaroniezh | |||||
27°07′10″ S – 109° 21′ 17″ K | |||||
Gorread | 163,1km² | ||||
Uhelder | • Uhelañ : 511 m (Maʻunga Terevaka) • Izelañ : 0 m | ||||
Poblañs | 7 750 (2017)[1] | ||||
Stankder | 47,5 ann./km² | ||||
Gwerzhid-eur | UTC–6 (Hañv) UTC–5 (Goañv) | ||||
Internet | Lec'hienn ofisiel |
Enez Pask, Rapa Nui "Enez Vras" e rapanuieg hag Isla de Pascua e spagnoleg, zo un enez e-kreiz su ar Meurvor Habask, anezhi an dachenn douar pellañ eus pep douar all er bed, 3 700 km a-vaez da Chile ha 4 000 km a-vaez da Enez Tahiti. Ken pell all emañ an douaroù tostañ en norzh hag er su, gant 3 800 km alese d'an Inizi Galápagos ha 5 000 km da Antarktika. Stumm un tric'horn bihan zo d'an enez, ha hi un tammig brasoc'h he zachennad eget hini Pariz.
Istrovanel eo an hin, gant ur gwrezverk keitat par da 21°C, ar gwrezverk izelañ o vout 18°C e miz Gouere/Eost hag an uhelañ 28°C e miz C'hwevrer. Alies e vez glav (1 138 mm ar bloaz), met a-gementadoù bihan bewech.
Trevadennet eo bet an enez-se gant Polinezianed etre ar Vvet kantved hag an XIIvet kantved. Lakaet e vez Enez Pask da harz Polinezia e tu ar reter pellañ. Stummañ a ra, gant enezeg Hawaii en norzh ha Zeland-Nevez er su, unan eus bevennoù Polinezia, enni kantadoù a inizi.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vilion a vloavezhioù zo e kreskas ar menez-tan Poike betek toullañ gorre an dour. Ur milion vloaz war-lerc'h e voe ar menez-tan Rano Kau, hag er fin e voe, 760 000 bloaz goude, ar menez-tan Maunga Terevaka. Savet eo Enez Pask diwar 74 menez-tan dioberiant.
Dre mikrohinad paludenn Menez Rano Kau ez eus bet ur bern plant en he c'hreiz, dreist-holl broen hag totora. Gouest eo ar plant-se da zougen un den, ken solut ha tev int. Betek 1973 ez ae alies ar Rapanuied davit dour e paludenn ar menez-tan Rano Kau.
Dek mil bloaz zo e voe dislonkadenn-danveneziek diwezhañ ar menez-tan Rano Kau. E doull-diskarg, lec'hiet 250 m a-us live ar mor, zo tremen 1 km e dreuzkiz, hag ur baludenn 280 m he donder zo ennañ.
Gweledva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket Enez Pask ur baradoz : melen/gwenn eo, krin e seblant bezañ, n'eus tamm stêr ebet enni. Alies-tre e vez skubet an douar gant an avel-mor, ha nebeut-tre a blant zo. Evel-se emañ an enez, dre fazi ar Saozon, peogwir e veze desavet kalz a zeñved gante eno e penn-kentañ an XXvet kantved ha ne c'helle ar plant kreskiñ da nebeutoc'h eget 50 cm donder en douar, neuze ez eo diaes-tre d'ur wezenn bevañ eno. N'eus nemet div draezhenn, lec'hiet 15 km diouzh ar gêriadenn ; roz int dre m'int graet diwar tammoù koural.
Dre ma 'z eo graet an aod gant lava ez eus bet toullet ur bern groc'hoù hag a riboulioù danzouar (muioc'h eget 100) gant nerzh ar mor. Alies-tre int bet implijet gant ar Rapanuied d'en em skoachañ ha da lojañ.
N'eus loen ebet o vevañ war an enez-se ha n'eo ket bet degaset gant mab-den. Ar razhed hag ar [[yar|yer], a zo bet degaset gant ar Bolinezianed, zo bet e-pad pell ar c'hig nemetañ war an enez. Europiz o deus degaset kezeg, saout ha deñved.
Sophora toromiro[2] zo ur spesad gwez bihan eus kerentiad ar Fabaceae ha ne gresk nemet en inizi ar meurvor Habask. N'eus bet kavet hini all ebet war ar blanedenn, neuze e teu sur a-walc'h ar blantenn-se eus Enez Pask ; ken kozh ha 30 000 bloaz eo ar roudoù koshañ a zo bet kavet. Implijet e veze ar gwez-se evit kizellañ moaioù e koad, met distrujet e voent dre fazi an deñved degaset gant Europiz. Ar wezenn Sophora toromiro diwezhañ a voe kavet e 1955 gant an henoniour norvegat Thor Heyerdahl er menez-tan Rano Kao. Miret eo he hadoù e mirdioù e Chile hag e Göteborg (Sveden). Ur bern taolioù-esae zo bet graet evit adplantañ Sophora toromiro en enez, met c'hwitet e voent holl betek 1995.
Ar gwez Paschalococos disperta (Arecaceae)[3] zo aet da get da vat. Roudoù bras anezho zo bet kavet dre zielfennadur ar pollen gant John Flenley hag S.M. King. Tost-tre e oant d'ar gwez-palm ramzel o tont eus Chile, Jubaea chilensis[4], brasañ gwez-palmez ar blanedenn. Marteze o deus servijet da dreuzdougen ar moaioù. Ar Jubaea chilensis eo palmez brasañ ar blanedenn.
-
An draezhenn Anakena
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur sevenadur ha n'eo ket ken kozh-se
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus 1500 a-raok J-K betek 800 goude J-K ez ergerzhas ar Bolinezianed un dachenn-vor ec'hon-spontus, ec'honoc'h eget hini ar Vikinged), e-kreiz ar Meurvor Habask. E 500 goude J-K e tizhjont Enez Pask, e deroù ar Grennamzer europat.
Betek ar 5 a viz Ebrel 1722, an deiz ma 'z erruas an Izelvroad Jakob Roggeveen, ar re hag a zeuas da vezañ ar Rapanuied o devoa savet ur sevenadur meur. Lavaret e vez hiziv an deiz ez eo unan eus ar sevenadurioù dibarañ a zo bet biskoazh er bed.
Hervez ar bennvojenn rapanui, seiz diaraoger a vije bet kaset er reter gant ar Bolinezianed, ha kavet o devije an enez. Goude-se e teuas ar roue Hotu Matua evit en em staliañ enni gant e wreg Avareipua. Ur bern tud a voe degaset ganto, paotred, merc'hed, bugale, plant ha loened evit gallout bevañ eno. Ganto e voe kizellet delwennoù war an enez : seizh moai, unan evit pep unan eus ar seizh diaraoger. O gwelout a reer c'hoazh hiziv an deiz, emaint war ar Ahu Akivi, an ahu nemetañ lakaet e kreiz an enez hag n'eo ket war an aod evel ar re all. Reteret war-zu ar mor, emaint o sellout war-du Polinezia.
Hervez ar vojenn bepred e voe lodennaouet poblañs an enez. Ar pennlodennoù a oa ar verrskouarneien, sur-a-walc'h diskennidi ar Rapanuied kentañ (diskennidi Hotu Matua), hag an hirskouarneien, degouezhet kalz goude war an enez.
Meur a vrezel a vije bet etre an div bobl-se, ur bern tud a vije bet lazhet. Sur-a-walc'h ez eus bet ar brezelioù-se dre fazi an diouer a voued, ha dre fazi anadennoù direizh an hin. En ur prantad diskar edo ar Rapanuied, ar pezh a voe grevusaet gant donedigezh Europiz.
Donedigezh Europiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An amiral izelvroat Jakob Roggeveen a voe an Europad kentañ o lakaat troad war douar Rapa Nui, d'ar 5 a viz Ebrel 1722, p'edo o klask ur c'hevandir e Meurvor Habask ar Su. Ne chomas nemet pemp devezh war an enez. Ha dre ma 'z eo bet kavet an enez-se da zevezh Pask ez eo bet anvet Paasch-Eyland "Enez Pask" gantañ.
Goude an Izelvroad e voe ar Spagnoled e miz Kerzu 1770, renet gant Felipe Gonzales y Haedo, a oa ivez o klask un enez er Su. C'hwec'h devezh e chomjont war an enez. Dont a reas an enez da vezañ ul lodenn eus tiriad Spagn anvet Isla de San Carlos en enor d'ar roue Carlos III.
E 1774, ar Saoz James Cook a chomas e-pad tri devezh war an enez p'edo o tistreiñ eus Antarktika. Komz a reas anezhi e-pad pell en e istorioù, met evitañ ne dalveze ket ar boan he ferc'hennañ, n'he doa perzh strategek ebet, nag evit Bro-Saoz nag evit ar broioù all.
P'edo ar Gall Jean-François de La Pérouse oc'h ergerzhout e Meurvor Habask ar Su e kavas an enez d'an 9 a viz Ebrel 1786. Deuet e oa-eñ gant skiantourien hag ofiserien evit ensellout ar monumantoù hag an tier rapanui. Un toullad plantennoù a voe treset ganto, evit ar wech kentañ.
Goude bezañ bet gweladennet gant ar bed a-bezh e voe preizhet an enez forzh pegement.
Preizhadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad bagadoù estrenien a voe o klask argadenniñ an enez e penn-kentañ an {{XIXvet kantved]]. Ar re hag a oa deuet a-benn a voulc'has preizhadegoù spontus. Goude lazhadegoù, skrapadennoù hag gwallerezhioù, e krogas ar Rapanuied da vezañ tagus enep an dud hag a errue war o enez. En em zifenn a rejont dre stlepel mein en ur youc'hal.
D'an 12 a viz Kerzu 1862 e voe paket ur miliad a Rapanuied gant marc'hadourien sklaved deuet eus Perou. E-touez ar brizonidi e oa ar familh-real hag an holl skiantourien gouest da zigejañ ar skritur rongorongo. Lakaet e voent da labourat e mengleuzioù guano Perou, ul labour diaes ha taer. Dindan gwask Bro C'hall ha Bro-Saoz e voe dieubet ar pezh a chome eus ar boblad rapanui – 80% anezho a oa marvet er mengleuzioù. Pemzek hepken a zistroas da Enez Pask. Hep gouzout dezho e oant bet kontammet gant ar vrec'h e Perou. Muioc'h eget an hanter eus ar Rapanuied a chome a voe lazhet gant ar c'hleñved-se. Da get ez eo aet ar boblad rapanui hiziv an deiz, Polinezianed penn-kil-ha-troad eo an holl dud hag a zo o chom war Enez Pask.
Dont a reas ar breur Eugène Eyraud war an enez e miz Mae 1863 : nav mizvezh e chomas, hag e miz Meurzh 1866 e tistroas hag en em stalias da vat eno gant tri misioner evit avielañ an annezidi, ha diskar a reas c'hoazh muioc'h ar sevenadur rapanui dre dagañ o relijion. E 1868, da varv ar breur Eyraud, ul lestr-brezel amerikan a sammas delwenn muiañ kehelet an enez, anvet Hoa Hakananai'a, ar Freuzer Gwagenn.
E miz Ebrel ar memes bloaz ez erruas Jean-Baptiste Dutrou-Bornier, ur c'hantread gall, war an enez. C'hoant en devoa da brenañ ar muiañ a dachennoù-strujus ma c'helle, evit ar magañ loened. Prim a-walc'h en em lakaas da roue an enez ha da vac'homañ ar Rapanuid, en drouklazhas e 1877.
Bezañs ar Chileaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 9 a viz Gwengolo 1888 e kemeras ar c'homandant chilean Policarpo Toro an enez evit Chile. Nebeud goude e lezas ar gouarnamant chilean al labour-douar gant ur gompagnunezh saoz, Williamson-Balfour, da vagañ deñved, ar pezh a zrastas glazadur Enez Pask.
Tamm-ha-tamm e voe parket annezidi an enez er gêriadenn Hanga Roa hag a zo kêr-benn an enez hag ivez ar gêr nemeti, kelc'hiet gant orjal-dreinek. Arabat e voe mont er-maez eus an dachenn-se hep aotre ur pennsoudard chilean.
E 1952 ez echuas kevrat-feurmiñ an enez gant ar Saozon. Kreñvaat a reas ar Chileaned o dalc'h war an tiriad evit abegoù strategek ofisiel. Kontrolliñ a rejont neuze 90% eus an enez, en ur barkañ ar boblañs er gêriadenn.
E 1966 e voe staget annezidi Enez Pask da broviñs Valparaíso. Roet e vez dezho ar gwir da votiñ ha paperioù identelezh. Anvet int Pascuenses, diwar Pascua, a zo "Pask" e spagnoleg.
Hiziv an deiz ez eo liammet an enez gant Santiago, kêr-benn Chile, ha gant Papeete dre zaou garr-nij hag a zeu bep sizhun, eus ar gompagnunezh-aer LAN Chile, ganto ur monopol.
Kelennet e vez ar yezh rapanui evit he saveteiñ, ha fellout a ra da annezidi Enez Pask bout emrenoc'h dre skañvaat pouez ar veli chilean. E Santiago e soñj ar pennadurezhioù n'eo ket gouest ar Pascuenses da verañ o c'hudennoù o-unan.
Henoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Delwennoù ramzel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus 838 moai en enez, da aroueziañ an doueoù hag an hendadoù.
Unan a oa da bep meuriad, lakaet war ur savenn-sakr anvet ahu ; implijet e vezent ivez evel bezioù ha bepred e vezent staliet a-hed an aodoù, o treiñ kein d'ar mor hag o sellout ouzh an tier a warezent. Hervez an hengoun ez eo kiriek pep moai eus al lodenn eus ar bed emañ o selloù paret warni.
Diwar roc'h ar menez-tan Rano Raraku, a zo aes da gizellañ, ez eo bet molumet an darn vuiañ eus ar meurvein. Kemmesket eo ar roc'h gant ludu fetisaet ar menez-tan ha gant tammoù maen-bazalt, ar pezh a ro un danvez mat-tre evit kizellañ. Ar moaioù a veze kizellet penn-da-benn er vengleuz a-raok bezañ degaset d'al lec'h ma voent staliet.
Hervez ar vojenn e veze douget ar moaioù gant un dreistnerzh anvet ar mana', kerzhout a raent o-unan betek o savenn. E gwirionez, kalz tud a veze rekis evit o zreuzdougen, gant ur pezh mell nerzh hag ivez kalz amzer.
Ne oa ket trawalc'h a goad gant ar Rapanuied evit lakaat an idoloù da ruilhal war hanochennoù ; dilec'hiet e vijent bet war o sav, en ur sachañ war kordennoù-plant dre an tu dehoù ha goude dre an tu kleiz.
Moai Te Paro eo ar brasañ moai war an enez : 12 metr uhelder (gant ar pukao, an tog) ha 80 tonenn a bouez ; gourvezet emañ hiziv. E savenn, anvet Ahu Te Pito Kura, zo lec'iet 6 km diouzh ar vengleuz. Da lavar lod skiantourien ez eus bet ezhomm ur bloavezh ha 30 den evit e gizellañ, 2 vizvezh ha 90 den evit e zilec'hiañ, 5 mizvezh hag 90 den a-benn e lakaat sonn war e savenn. Unan all brasoc'h c'hoazh, diechu avat, zo bet kavet er vengleuz : 21,65 m e uhelder ; Te Tokanga eo e anv. Ur wech distaget e vefe bet pounner-tre, 200 tonenn.
Moaioù brasoc'h-brasañ a veze kizellet gant ar Rapanuied evit sioulaat an doueoù hag an hendadoù e-pad ma c'hoarveze kemmoù gwashoc'h-gwashañ en hin, ha ma veze nebeutoc'h-nebeutañ a draoù da zebriñ. Brezelioù a voe etre ar meuriadoù e fin an XVIIIvet kantved ; distrujet e voe delwennoù ar c'hlannoù all e-giz rebourserezh. Gant Kornôgiz an XIXvet kantved e voe preizhet ha diskaret an nebeud moaioù hag a chome. En XXvet kantved ez eo bet adlakaet lod moaioù en o sav gant ar skiantourien hag a-drugarez da vadoberourien estren.
E 1955, Thor Heyerdahl a adlakaas war e sav moai digenvez an Ahu Ature Huki e pleg-mor Anakena a-drugarez da Bedro Atan, maer ar gêriadenn; 18 devezh labour a voe ret. Sonn emañ c'hoazh hiziv an deiz.
Delwennoù koad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger rapanuiek moai a dalvez evit n'eus forzh peseurt kizelladur denheñvel pe loenheñvel, e koad pe e mein.
Ar c'hizelladur war goad zo unan eus koshañ ha sakrañ hengoun ar pobladoù polinezian. Evito ez eo ar c'hoad an danvez hag a arouez ar muiañ an darempredoù etre an den hag an nerzhoù dreistordinal : liammañ a reont an douar gant an oabl ha gwareziñ a reont an evned, a zo kannaded an doueoù.
Ar moaioù e koad n'int ket ken stereotipet hag ar re e maen, met savet int hervez dezverkoù a gened resis-tre.
Tri rummad delwennoù denheñvel zo.
- Ar moaioù tangata, a vez alies-tre tud en noazh, hendadoù sur a-walc'h ; ral-tre int, n'eus ket muioc'h eget pemp en EnezPask.
- Ar moaiù kavakava, a arouez an akuaku, ar speredoù ; daoust d'o c'hostezennoù balirek, da wareg o abrantoù, d'o aval-gouzoug ha d'o groñj merket ez eo kizellet o c'horf dre gaer. Echu a ra al livenn-gein gant ur walenn e live an dargreiz, evel ar moai e maen. Ne chom nemet hanter-kant anezho.
- Ar moaioù papa, a zo plat a-walc'h pa seller outo a-gostez hag uhel pa seller outo a-dal ; n'eus nemet un dek bennak hag a zo anavezet.
Ar moaioù loenheñvel a ziskouez tud hanter loen, kizellet en un tamm koad kamm. Bras eo gwareg o abrantoù, echuiñ a ra o fri en un tric'horn, ront eo krec'h o c'hlopenn, kuzhet eo o brec'h dindan o c'horf, hir e vez bizied o dorn a-wechoù, staget eo an divhar, e penn al livenn-gein ez eus un aveler e stumm lost ul labous. An hevelep arouez a weler war ar moai tangata manu (an den-labous).
Rei miro a dalvez "tro-gouzoug e koad", douget e veze gant roue an enez ha tud e lez, deuet eo da vezañ arouez ar banniel rapanui.
Orongo hag an den-labous
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mervent Enez Pask emañ ar gêriadenn Orongo, e tu kleiz ar menez-tan Rano Kau. Bez' ez eus un 50 ti bennak eno, savet gant ar Rapanuied diwar darennoù mein moan berniet. Izel-tre eo an digoroù, ret e oa mont tre en ur skrampañ. Adal Orongo e c'helle ar Rapanuied gwelout inizi Motu Kau Kau, Motu Iti hag Motu Nui. Bep bloaz e nije gwennili-mor a-hed tremen 100 km evit dont da zozviñ war an inizi-se. Kement-se a c'hanas pouezusañ lid relijiel an enez : an den-labous a veze lidet adalek miz Gouere betek miz Eost, e-pad nevezamzer ar Su, ar c'houlz ma tozv ar gwennili. Ur genstrivadeg e oa, ar pal a oa degas kentañ vi ar c'houlz-amzer, ret e oa neuial a-hed 2 km betek Enez Motu Nui en dour dañjerus darempredet gant rinkined ; goude bezañ erruet war an enez e veze ret gortoz sizhunvezhioù evit kaout vi kentañ an nevezamzer. Neb a c'houneze en devoe titl an den-labous, dont a rae da vezañ un hanter-doue, lavaret e veze e oa bet degaset gant an doue Make Make, doue meur ar Rapanuied. E-pad bloaz e oa ret d'an den-labous chom en ur groc'h ma veze degaset boued dezhañ, pa oa lakaet da gendivizer etre an doueoù hag an dud. Kalz skeudennoù a gaver war dachenn henoniel Orongo.
Petroglif
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz piktogrammoù a voe livet gant ar Rapanuied e meur a lec'h en enez. Aroueziadurioù grafek int, skeudennus pe arouezel ; ne chom nemet un nebeud anezho hiziv an deiz. An hini arouezusañ, gant laboused, a voe kavet e su an enez, e-barzh ar groc'h Ana Kai Tangata. Evit livañ o zresadennoù ez implije ar Rapanuied ur meskad eoulek a anvent ki'eahag a zeue eus an douar gwenn ha ruz, eus an tornaodoù hag eus sev ar plant. Ar moaioù a oa ivez induet gant ar meskaj-se.
Ar petroglifoù zo engravadurioù war vein, a gaver ivez e meur a lec'h en enez. En Orongo ha dirak an ahu Tongari emañ ar re vravañ ha brasañ : petroglifoù Papa Tataku Poki, kizellet war an douar roc'hellek, hag a arouez glifoù rapanui, baoted, pesked hag an den-labous ivez.
Ar Park broadel rapanui, 40% eus an enez, a voe disklêriet evel glad bedel mab-den e miz Kerzu 1995.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar rapanuieg eo yezh annezidi Enez Pask ; ur yezh kar d'an tahitieg eo. Treuskaset e vez a remziad da remziad abaoe muioc'h eget 15 kantved. Ul lusk merket ha konsonennoù dous zo er yezh, alies e vez adlavaret ar silabennoù, evel er ger rongorongo, "skritur".
Hiziv an deiz, un darn vrase us 7 750 annezad Enez Pask zo Chileaned ha ne ouzont nemet spagnoleg. Met stourm a ra ar Rapanuied evit buhez o yezh, he nevesaat a reont dre dreiñ gerioù arnevez e rapanuieg evit lakaat ar yezh da vont war-raok.
E-pad ar bloavezhioù 1960, Enez Pask a gemeras perzh en armerzh Chile dre savadur an aerborzh ha melestradurezh keodedel ar Stad. En em staliañ war an enez a reas kargidi deuet eus ar c'hevandir, kalz dimezioù kemmesket a vez etre tud Rapa Nui ha re deuet eus Chile pe eus broioù all. Kalz muioc'h a veajoù da Chile a voe ivez, ha kalz muioc'h a douristed o tont d'an enez ; kollet gant ar Rapanuied o mestroniezh war o ziriad neuze. Goude-se ez eo kalz aesoc'h implijout ar spagnoleg er c'hornioù kumuniezhel, ha bez' ez eus muioc'h-muiañ a dud hag a oar spagnoleg, yezh-vamm lod bugaligoù eo, evit n'o devije ket ar memes kudennoù hag o deus bet o zadoù.
Daoust ma 'z eo bet un tammig lezet a-gostez ar rapanuieg e dibenn an XIXvet kantved e chom ar yezh muiañ komzet gant kalz annezidi. Divyezhek bremañ eo an darn vrasañ eus an oadourien ha na ouient nemet rapanuieg ; spagnoleg a gomzont el lec'hioù foran met e rapanuieg ez eont etrezo er gêr ; da skouer, spagnolek eo an oferenn gatolik dre vras, met rapanuieg a glever enni ivez. Hervez an arbennigourien war ar yezh e chomo bev e-pad pell c'hoazh.
E 1975 e voe lakaet da ofisiel deskadurezh ar yezh gant maodierniezh an Deskadurezh-Stad. E 1986 e veze desket rapanuieg er skolioù kentañ-derez. Hervez skol-veur gatolik Valparaíso, 58% eus ar boblañs a gomze rapanuieg e 1998, pa ne oa nemet 39% e 1979. E 1998 e krogas deskadurezh ar rapanuieg er mod "soubidigezh" el lise Lorenzo Baez Vega en Enez Pask. An holl gentelioù zo kelennet e rapanuieg, war-bouez ar spagnoleg. Kant skoliad zo kelennet er mod-se ; ar re all e vez kelennet dezho ar mojennoù, an hengounioù, ar c'hoarioù hag ar sonerezh rapanui. E 2004 e voe krouet Akademiezh ar rapanuieg.
- Al lizherenneg rapanui
Dek kensonenn ha pemp vogalenn zo e rapanueg, aroueziet gant ugent lizherenn latin : A • Â • E • Ê • G • H • I • Î • K • M • N • O • Ô • P • R • T • U • Û • V • ʻ .
|
|
- Skritur
Ar Rapanuied eo ar boblad polinezian nemeti bet ijinet ganti ur skritur, met goude ar skrapoù bet graet en Enez Pask e XIXvet kantved hag ar gouennlazh hag a zo bet goude, ster ar skritur-se zo aet da get ; unan eus kevrinoù meur Enez Pask eo hiziv an deiz.
Rongorongo eo anv ar skritur rapanui. N'eus bet kavet nemet 21 tablezenn, 1 vazhig-skritur ha 595 glif anezhañ. Stummoù denheñvel, loenheñvel pe ventoniel zo bet engravet en ur mod linennel gant dent rikined pe gant tammoù maen-gwer war skorioù e koad-levn.
Evel ar boustrofedon e lenner ar rongorongo : al linenn gentañ a gleiz da zehoù, an eil linenn a zehoù da gleiz, hag evel-se a bep eil betek diwezh ar skrid. Nebeud a dud a ouie lenn an testennoù-sakr, an tangata manu.
- Geriaoueg|
Setu amañ un nebeud gerioù rapanuiek.
- AHU : sichenn-led ar moaioù. Alies e vezont war vord ar mor, kenstur gant an aod ; lod zo staliet diouzh dezverkoù steredoniel, kenstur gant an heol pe el lec'h ma sav an heol er goursavioù pe gedezioù. Da vezioù e servijent ivez. Mmrae eo an anv e rannvroioù polinezian all.
- AKUAKU : boud dreistnaturel ; spered ar familh.
- ANAKENA : traezhenn Anakena e biz an enez, a zo gant hini Ovahe unan eus div draezhenn Enez Pask. Eno en dije dilestret Hotu Matua, kentañ roue Rapa Nui. Staliet eo war an draezhenn-se an ahu Nau Nau hag e bemp moai, gant o fukao.
- HOPU MANU : bep nevezamzer, ar servijer hag a neuñv da gentañ betek Motu Nui, e-kerzh lid an den-labous, davit kentañ vi ur gwennili.
- MAKEMAKE : doue-krouer hag a zo doue pouezusañ ar Rapanuied kozh.
- MANA : ur galloud dreistnaturel ha hud bec'hiet e lod tud, a oa gouest da zougen an delwennoù ramzel. Evito e teue ar galloud-se eus ar blev, neuze pa varvas roue diwezhañ an enez en abeg d'ar vrec'h e voe troc'het e vlev hag e kollas e nerzh. Dre-se e voe kollet ar mana da viken.
- OTEKA hag OUA : anvioù an div vag implijet gant an enbroerien bolinezian dindan urzhioù Hotu Matua evit erruout war an enez.
- PARO : anv an delwenn, un dek metr bennak he uhelder, hag a zo staliet war ar savenn Te Pito Kura.
- PIPI HOREKA : un tamm maen hag a servije da vevenn douaroniel.
- PUKAO : un tog bras-tre e koc'hien tanveneziek, ur metr pe zaou e uhelder ha daou pe dri metr e dreuzkiz, etre nav ha daouzek tonenn a bouez ennañ, hag a weler war penn lod moaioù. Nepell diouzh Hanga Roa emañ Puna Pau, ar vengleuz ma veze kizellet pukaoioù.
- RAPA NUI : "Enez Vras" ; anv hengounel Enez Pask hag he henvroidi.
- REI MIRO : ur c'hinkladur kerc'henn e stumm ur greskantenn, alies douget gant an ariki (ar pennoù). Unan zo war banniel Rapa Nui.
- TONGARIKI : an ahu Tongariki eo steudad-moai brasañ an enez, e gevred an enez, e traoñ ar menez-tan Rano Raraku, mengleuz ar moaioù. Diskaret e voe ar 15 moai - an hini ponnerañ eus an enez en o zouez, 86 tonenn ennañ – gant un tsunami e 1960 ; gant gouarnamant Chile hag un embregerezh Japanat e voent adlakaet en o sav e [[1990].
Kontadennoù hag mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hotu Matua hag ar seizh ergerzher
Edo ar roue Hotu Matua o chom e Hiva p'en devoe e guzulier kozh Hau-Maka ur welidigezh : un dachenn douar pellvor, anvet Te pito o te kainga
pe Matakiterani
("Lagad o sellout ouzh ar stered"), e-kreiz ar meurvor, war-du an heol. Kas a reas Hotu Matua seizh ergerzher da glask an enez-se ; anvet e oant Ira, Raparena, Ku'uku'u A'Huatava, Rinirini A'Huatava, Nonoma A'Huatava, Uure A'Huatava ha Makoi Rinirini A'Huatava. Erruet war Rapa Nui e klaskjont ul lec'h evit en em staliañ ha plantañ ignam. Degaset e oa bet gant daou anezho ur moai hag un dro-gouzoug e perlez, hag a voe kuzhet war an enez. Unan eus an ergerzherien a chomas war an enez, ar re all a yeas kuit evit lavarout d'o roue ar pezh o doa kavet.
D'un deiz e kollas Hotu Matua e ditl a roue, mont a reas neuze gant e familh hag e heuliad war daou vahi (ur c'hanoe doubl eo ur bahi) war-du Te pido o te kainga. Goude un toullad devezhioù war ar mor e tilestrjont war draezhenn Anakena, ma voe savet an ti-real nevez. Adal neuze e voe anvet an enez Te pito o te henua
("Begel ar bed").
Hiziv an deiz c'hoazh e laka an ahu Akivi ("Savenn-sakr") da soñjal e donedigezh ar seizh ergerzher : seizh moai zo eno, o selloù paret war an dremmwel war-du Hiva, al lec'h ma teuont.
- Ar verrskouarneien hag an hirskouarneien
En amzer ma oa Tu'u Ko Iho ar roue ez erruas an dud anvetHanau eep ("an hirskouarneien") war an enez. Souezhet-bras e voe ar bobl Hanau momoko ("ar verrskouarneien") ha diskennidi Hotu Matua pa weljont ar boblad gwazed hirskouarnek-se o erruout, diwragez ha diroue. War ledenez Poike, e kornôg an enez, en em stalias an hirskouarneien. Kizellerien moai e oant, gouzout a raen o staliañ war ar savennoù-sakr (ahu). P'o devoa kemeret an tu-kreñv war ar verrskouarneien e c'houlennjont diganto teurel mein o tont eus douar Poike er mor, evit kompezañ an douar. Pa nac'has ar verrskouarneien e toullas an hirskouarneien ur pezh mell touflez eus Te Hakarava betek Mahatua war ledenez Poike, evit en em zispartiañ diouzh ar verrskouarneien. Neuze e voe leuniet an douflez gant dafar helosk evit lazhañ o c'henoazerien.
Skrapet a voe Moko Pinge'i, ur vaouez Hanau momoko, gant un Hanau eepe. Bevañ a reas ar vaouez verrskouarnek gant ar gwaz hirskouarnek e Poike, ha gouelañ evit he fobl. D'un noz ez eas-hi da welet an Hanau momoko evit lavarout dezho an dañjer. Antronoz hag en he arhent e voe taget an Hanau eepe dre souezh, e-keit ha m'edont o kousket, dre c'hoari an dro da Te hakavara dre an aod. Taolet e voe an Hanau eepe en touflez a oa entanet. Tri anezho hepken a chomas bev : daou a voe peuliet goude hag an hini diwezhañ a voe lezet e vuhez dezhañ ; dimeziñ a reas gant unan eus an Hanau momokoed, hag ur bugel o devo, a yeas da Dahai er c'hornôg. Met ne voe mui kizellet moai ebet, ne voe mui staliet hini ebet war an enez, aet da get e oa aet ar ouiziegezh-se, dre fazi an Hanau eepe.
- Evned Rapa Nui
Pell 'zo, ne oa labous ebet o tozviñ war Rapa Nui, na war an enez nag war an enezig Motu Nui. D'un deiz e teuas ur velegez anvet Hiu d'en em azezañ war bord pleg-mor Hanga Nui, klopenn un den en he c'hichen war ur roc'hell ; dont a reas ur skeud da gemer ar c'hlopenn diganti, neuñvial a reas Hiu evit e adtapout. Neuial a reas ar velegez har ar c'hlopenn neuze e-pad nozvezhioù ha devezhioù betek erruout war enez Motu Motiro Hiva (Enez Sala y Gómez hiziv, er biz da Rapa Nui). Ur bern guano gwenn laboused-mor a oa war an enez-se. Pan erruas Hiu war an draezhenn en em droas ar c'hlopenn en doue Makemake, a zo doue pennañ ar Rapanuied. Bez' edo war Motu Motiro Hiva an doue Haua, ur mignon da Vakemake, hag a zegemeras ar velegez ha Makemake en ur reiñ boued dezho. D'un deiz e c'houlennas Makemake ur c'houblad evned digant e vignon Haua. Ur wech distroet war Rapa Nui e lakaas Hiu ar c'houblad en e frankiz war ledenez Poike, e reter an enez.
Bloaz goude e tistroas Makemake war an enez da welout hag-eñ e oa kresket an niver a laboused, met debret e oa bet ar vioù gant an annezidi. Goude-se e voe degaset ar c'houblad gant Makemake e Viahu, e su an enez, met debret e voe c'hoazh ar vioù gant an annezidi. Bloaz goude c'hoazh e voe kaset ar c'houblad gant Makemake da grec'h ar menez-tan Rano Kau, e Vai a Tare e kornôg an enez. Ur vi hepken a voe lezet gant an annezidi, genel a reas dioutañ kentañ labous manu-tara (gwennili-mor) an enez. Ha bloaz goude e tistroas Makemake war an enez, met ar wech-se e lezas al laboused war an enezig Motu Nui, el lec'h ma teujont a-benn da c'houennañ en diwezh.
Neuze, goude-se, e krogas lid relijiel bloaziek an Tangata Manu (an den-labous). Bep bloaz, en nevezamzer hag evit an doue Makemake, un den hag a gavfe vi kentañ ar bloaz a vefe hanter-doue hag en defe titl-sakr an den-labous.
Fiesta Tapati
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 40 vloaz, e-penn kentañ ar bloaz, e vez ur gouel meur anvet ar Fiesta Tapati war Rapa Nui ; darvoud sevenadurel pennañ ar bloaz eo. Kurunennet e vez Tapati Rapa Nui, bravañ plac'h an enez. Se zo er c'hentañ koulz, ur mod da genderc'hel gant an hengoun rapanui en ur ebatal. E-pad div sizhunvezh e vez dispartiet ar gêriadenn e daou du ; pep hini anezho a zilenn ur plac'h, ha ret e vez degas poentoù dezhi dre c'hounez kenstrivadegoù hag a adsav ar sevenadur, ar sportoù hag an hengoun rapanui. Pep tra a vez notennaouet gant ur juri ; an titl a Rouanez Rapa Nui a vez deroet d'ar plac'h hag he deus dastumet ar muiañ a boentoù, hag e-pad ur bloavezh e vez hi arouez an hengoun sevenadurel.
An Haka Pei zo kenstrivadeg dañjerusañ ar gouel. Lakaet e vez tud en o gourvez ha staget e vezont ouzh garoù bananezenned a-raok bezañ lakaet da riklañ war diribin tor ar menez-tan Maungo pu'i ; ret eo diskenn ar buanañ ar gwellañ, betek 80 km/eur a-wechoù.
Un doare triatlon eo Ta'ua Rapa Nui, a vez redet e-kerzh ar Fiesta Tapati ivez. Teir amprouenn zo e toull-diskarg ar menez-tan Rano Raraku :
- treuziñ paludenn ar menez-tan war ur skafig korz ;
- redek tro-dro d'al lenn en ur zougen bananez dindan kazell, ha goude war lez an toull-diskarg ;
- adtreuziñal lenn war ur surf korz.
Kenstrivadegoù all zo : dansoù ha dilhad polinezian, kanaouennoù hengounel o kontañ mojennoù, c'hoarioù gant gwienn kanab (anvet kai kai), kizelladurioù war dodenn ar moai, tresañ ha fardañ troioù-gouzoug, keginerezh, ha kenstrivadeg labour-douar (bravañ frouezh ha legumaj an enez).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) (en) Museo de Rapanui
- (es) (en) Portal Rapa Nui
- (en) Haka Pei
- (en) Sacred Sites - Easter Island
- (en) Mysterious places - Easter Island
- (en) Easter Island travel guide war Wikivoyage
- (en) Easter Island Foundation