Surf

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
LogoLiseDiwan.jpg

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Ar surf (ger saoznek) a zo ur sport, a orin Hawaiian, hag a c'hoarvez en dour. Riklet e vez, a-sav, war ur wagenn gant ur planken. Graet e vez surf war an aodoù, war ar gwagennoù, a vent bras a-walc'h evit gellout dougen pouez ar surfour hag hini e blanken.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizoloet oa bet ar surf gant James Cook (1728-1779) e-kerzh e drede beaj. Erruet-eñ en inizi Sandwich, en Hawaii e verzhas e oa tud hag o doa plijadur o neuial betek ar pezh' vez anvet line up (lec'h ma krog ar gwagennoù da darzhañ betek erruout war an aod) hag a zeue war gein ar wagenn, war-sav, gant plankennoù bet troc'het en ur c'hef.

He'e nalu e Hawaian, ar surf oa bet difennet diwar gourc'hemenn amerikan dre ma veze graet noaz, ar pezh a feuke anezho.

Istor surf.jpg

Pa 'z oa bet dizoloet ar sport-se gant James Cook en doa merzhet e oa krogadoù etrezo. Gant al live o doa tapet e surf hag hervez an disoc'hoù bet er c'hrogadoù e kreske, rummad sokial an dud er gevredigezh.

A zrugarez da Zuke Kahanamoku, e penn kentañ an XXvet kantved, 'n em strewas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer, betek ar Stadoù Unanet hag e Aostralia. Kregiñ a reas a-zevri gant ar c'henwerzhouriezh, e bed ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gant araokerezh an teknikoù. Kregiñ a rejont ar "shaperien" (an dud a fard plankennoù) d'ober gant dañvez sintetek, evit kreñvaat ar plankenn hag aesaat an implij. Chom a ra an darn vrasañ eus ar plankennoù e koad. En em ledanet eo dija war aodoù Kalifornia (S.U.A.) hag krogadoù ofisiel a zo lakaet e plas.

Img-2530.jpg

Gant an otoioù o stankaat er bed kornogad, ez aio pelloc'h-pellañ ar sevenadur "Surf". Beajiñ a rejont evit tizhout an aodoù espar. Ar surferien a grogo da veajiñ evit kaout AR spot gwellañ. Implijet e veze ganto c'hoazh plankennoù hir-tre ( etre 2 ha 5 metrad), anvet longboard. Skuizhus-tre oant da zougen, plankennoù hir ha pounner, diwar-se e klasko ar shaperien kavout dañvez skañvoc'h, plankennoù gant mentoù disheñvel hag ouzhpennet e voe angelloù evit stabilaat treuz ar plankenn en dour. Bed an aeronotek a soñjas implij an hevelep dañvezioù, da skouer, hag e voe herlec'hiet ar c'hoad gant ar poliuretan, hag implij ur rousin evit kreñvaat ar blankenn.

Erruout a reas ar surf en Europa tro ar bloavezhioù 1950. Da gentañ e Bro C'all, e kichen Biarritz, betek errout da c'houde war aodoù ar meurvor Atlantel. Krouet e voe kampionadoù, hag Kampionad Frañs 1añ a c'hoarvezas e 1960. E 1964 e voe krouet ar skol surf 1añ e Biarritz. Hiziv 37 500 lisañset zo kontet e Bro-C'hall (Breizh endalc'het. Breizh a zo e-touez al lec'hioù ma z'eus ar muiañ a surferien). Stankoc'h-stankañ eo trezennoù Breizh pa vez devezhioù gant gwagennoù, en arbenn da se e teu startoc'h da dapout gwagennoù, hep ma vije ur penn beulke o wic'hal, tri mil amoet, hag ar prioritelezh?

Spot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur spot a zo ul lec'h war an aod, lec'h ma vez gwagennoù. Ur spot a c'hell bezañ mil-brudet pe sekred tre. An aliesañ eo lec'hiet war un draezhenn met, a-wechoù, gwagennoù 'n em feurm tro dro d'ur porzh da skouer pe war kerreg e kreiz neblec'h. Cheñchet e vez spot hervez duc'hadur an avel, diouzh an amzer, an houlañchenn hag an avel. Pep surfer en deus e Homespot, al lec'h ma blij dezhañ ar muiañ riklañ. War-lerc'h hervez ardremmez pemdeziek ar gwagennoù e c'hell mont d'ur spot all. Anvet vez ur "spot gwareziñ" ul lec'h ma ne sko ket ken kreñv an houlenn. Riklet e vez war ar spotoù gwarezet pa darzh re greñv an houlenn evit surfiñ ar spotoù boaz.

A drugarez da lieseurtegezh aochoù Breizh eo disheñvel tre ar spotoù evit surfiñ. Spotoù mil anavezet'zo e Breizh, da skouer, an Dorchenn e bro vigoudenn. Krouet eo bet skol surf gentañ e Breizh en Dorchenn. Betek 10 skol surfiñ a gaver enno. Lec'hiet eo e dibenn bae Gwaien, ar pezh a lak ar spot-se da vezañ tost atav. Ar Palud e Kraoñ a zo anavezet mat ivez, pe c'hoazh Aod Gouez Kiberen . An dalc'h gant ar spotoù-se ez eo, e vezont darempredet stank. E-pad an hañv e c'heller gwelet tri c'hant surfour war an dour e beg an Dorchenn.

Spotoù'zo, a zo evel al lec'hioù pesketa a chom sekred. Ur bern a zo e Breizh met an aliesañ e chomont etre surferien ar vro.

Plankennoù disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn kentañ ar surf e veze implijet nemet plankennoù hir-tre (longboard). Met pa'z eo bet kresket an niver a surferien eo bet ijinet plankennoù-all, diouzh stumm an dud. Kroget int da veraat ment ar plankennoù surf. Bremañ, leiz a blankennoù disheñvel a gaver. Amañ ez eus ar re voutinañ. Al Longboard a zo ur plankenn hir-tre, d'eus 2.75 metrad da 5/6 metrad. Pounner-tre eo ar plankenn-se ha tev a-walc'h ivez.

Ar Shortboard a zo ur plankenn berr. Deus 1.50 da 2.10 metrad.

Ar Gun a zo ur plankenn a vent etre. Mont a ra e mentoù etre 2.10 ha 3 metrad. Implijet e vez ar surf-mañ evit risklañ gwagennoù bras. Fin tre eo ar Gun, dre-se eo aesoc'h evit treiñ met diasoc'h evit roeñvañ.

Ar Fish a zo ur plankenn berr a-walc'h. Ar ment a vez hañval ouzh ment ar Shortboard met kalz ledanoc'h eo, pezh a zegas stabilded d'ar rikler. Gant un "tail" (penn a-dreñv ar plankenn) "troc'het" a-ratoz, a-benn aesaat ar flodadur.

Surf.gif

Teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit chom war-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez. Anvet e vez an take off ar prantad trumm-tre, goude roeñviñ , 'n em sevel war ar plankenn kreiz ar wagenn, etre an eonenn o tarzhañ hag ar vuzell.

Surf01.jpg

Anvet eo regular an den a lak en a-raok e c'har gleiz, hag goofy an hini a lak en a-raok e c'har dehou. (evel e skateboard).

Deveradoù ar Surf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant emled ar sevenadur surf, eo bet deveret sportoù all, diwar ar memes santadoù, hag ar blijadur da riklañ war gwagennoù ha da gaout plijadur o vezañ a-gevred gant an dour, an natur hag ar gwagennoù...

Bodyboard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bodyboard a zo ur sport hag a vez graet er gwagennoù ivez. Ret eo roeñviñ buan a-walc'h evit tapout ar wagenn gant ar body (plankenn e mous) hag riklañ war kein ar wagenn. Gant palmoù war an treid e c'helont roeñviñ a-daol trumm ha n'em lañsañ er wagenn. Riklañv a reont astennet war ar plankenn.

Bdy.jpg

Stand Up Paddle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez evit ar sport-se ur plankenn hir, tevoc'h eget ul longboard, hag e-se stabiloc'h c'hoazh. Kemeret'vez ar gwagennoù war-sav gant sikour ur roeñv. Chom a reont en diabell, rak loc'hañ a reont deus pell, ha tapout a reont pep gwagenn a drugarez d'an nerz kreñv a gasont gant an taolioù roeñv. Roeñvet 'vez betek bezañ kemeret gant ar gwagenn ha bleiñet vez ar plankenn gant ar surfer hag a zo lec'hiet a-dreñv ar planken.

Std.jpg

Bodysurf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bodysurf a zo ar surf hep plankenn. Riklet 'vez er wagenn hep plankenn. Roeñvet e vez gant an divrec'h.

Bodysurfing.jpg

Skimboard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar sport-se e vez implijet ur plankenn treut-tre, an peurliesañ en koad. Paket e vez ar wiskennad dour hag a chom a-rez an dour goude tremen ar wagenn, pe mod all e vez kemeret ur wagenn e beachbreak (ur wagenn hag a strak war an draezhenn).

Skimboard.jpg

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.