Mont d’an endalc’had

Kensonenn logigoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kensonenn kevig)
Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-gouel
Gweuz-drek-logigoù
Gweuz-logigoù
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Logigoù
Beg an teod
Lavnenn an teod
Logigoù-staon
Drek-logigoù
Rak-staon
Kilbleg
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Gouel
Hugenn
Hugenn-ankoue
Gwrizienn an teod
Gargadenn
Ankoue-gargadenn
Ankoue
Tarzh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn logigoù (saoz.: alveolar consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an dent da lec'h distagañ pennañ, da lâret eo e stok pe e tosta penn an teod ouzh al logigoù dent, etre an dent hag ar staon.

Alies a-walc'h e ra yezhoù ar bed pe gant kensonennoù dent (evel e spagnoleg) pe gant kensonennoù logigoù. E meur a yezh indezek avat, en o zouez ar sañskriteg hag an hindeg e reer gant rummadoù fonemennek logigoù ha dent.

N'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ kensonennoù logigoù en ur mod disheñvel diouzh ar c'hensonennoù dent ha mar bez ezhomm merkañ al lec'h distagañ resis e ranker ober gant sinoù diakritek skrivet dindan an arouezennoù hag a dalvez evit skrivañ kensonennoù dent, da skouer [s̪, t̪, n̪, l̪] keit ha ma talvez an arouezennoù hep sin diakritek ebet evit merkañ ar c'hensonennoù logigoù.

Setu ar c'hensonennoù logigoù pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

LFE Deskrivadur Skouer
Yezh Stumm skrivet LFE Ster
logigoù dre fri saozneg run [ɹʷɐn] "redeg"
logigoù dre serriñ divouezh saozneg tap [tʰæp] "tuellenn"
logigoù dre serriñ mouezhiet saozneg debt [dɛt] "dle"
logigoù dre daravat divouezh saozneg suit [sut] "dilhad klok"
logigoù dre daravat mouezhiet saozneg zoo [zu] "zoo"
ʦ logigoù dre fic'hal divouezh alamaneg zeit [ʦaɪt] "amzer"
ʣ logigoù dre fic'hal mouezhiet italianeg zucchero ʣukkero] "sukr"
logigoù dre daravat a-gostez divouezh kembraeg Llwyd [ɬʊɪd] "gris"
logigoù dre daravat a-gostez mouezhiet zouloueg dlala ɮálà] "c'hoari"
logigoù dre dostaat saozneg red [ɹʷɛd] "ruz"
logigoù dre dostaat a-gostez saozneg loop [lup] "kildroenn"
alveolar flap spagnoleg pero [peɾo] "met"
logigoù dre stlakat a-gostez (mouezhiet) vendaeg [vuɺa] "digeriñ"
logigoù dre froumal (mouezhiet) spagnoleg perro [pero] "ki"
logigoù dre strakal (divouezh) jiorjeg [ia] "tulipezenn"
logigoù strakal dre daravat (divouezh) amhareg [ɛɡa] "gras"
logigoù dre entarzhañ (mouezhiet) vietnameg đã [ɗɐː] merk an dremenet
klik kostez logigoù namaeg ǁî [kǁĩĩ] "divizet"
  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.