Mont d’an endalc’had

Ruzenn staon mouezhiet

Eus Wikipedia
LFE – niverenn 139
LFEunicode ʝ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA j\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn staon mouezhiet treuzskrivet [ʝ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 139.

Ral a-wezh e vez kavet ar fonenn-mañ evel alofonenn e-touez yezhoù ar bed, ha raloc'h kalz e talvez da fonem, implijet gant seizh yezh nemetken diwar ar 317 a gaver e diaz roadennoù UPSID[1]. Ouzhpenn-se, ne vez kavet gant ar fonenn divouezh par ([ç]) evel fonemoù enebiet an eil ouzh egile nemet e div yezh: ar c'homieg hag ar margieg, sur-mat peogwir e c'hell bezañ diorroet [ʝ] dre greñvaat ar gensonenn staon dre dostaat mouezhiet [j] keit ha ma n'eus kensonenn staon dre dostaat divouezh ebet par outi ma c'hellfe bezañ diorroet ar ruzenn staon divouezh [ç] diwarni.


Yezh Ger LFE Ster
Gresianeg γεια [ʝa] 'salut'
Kabileg cceǥ [ʃʃəʝ] 'risklañ'
Spagnoleg yeísmo [ʝe̞ˈismo̞] align="center"
Svedeg jord [ʝuːɖ] 'doaur'

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.