Kensonenn dre dostaat

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Travat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Damvogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre dostaat (saoz.: approximant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez tostaet un organ fonadur ouzh unan all hep ma vefe vez fichet pe taravet betek re red an aer o tont eus ar skevent, da lâret eo int digoroc'h evit ar c'hensonennoù dre daravat met seroc'h evit ar vogalennoù.

Er rummad kensonennoù-mañ e vez renket ivez ar c'hensonennoù dre dostaat a-gostez (d.s. [l]) hag an damc'hensonennoù (d.s. [j, w]).

Ne vez ket diforc'het gant yezhoù ar bed parioù kensonennoù dre dostaat mouezhiet ha divouezh pelec'h war du foñs ar gnoù evit ar c'hevig, ma reont gant kensonennoù dre dostaat mouezhiet kentoc'h nemetken. Mar bez ezhomm e c'heller implijout ur sin diakritek ispisial stag ouzh arouezennoù all evit sonennoù hepte un arouezenn resis.

Setu roll ar c'hensonennoù dre dostaat gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

Kensonenn dre dostaat a-greiz
[β̞] kensonenn diweuz dre dostaat divouezh, d.s. spagn. vivo ([biβ̞o]; "bev")
[ʋ] kensonenn diweuz dre dostaat mouezhiet, d.s. izel. wang ([ʋɑŋ]; "jod")
[ð̞] kensonenn dent dre dostaat (mouezhiet), d.s. spagn. nido ([nið̞o]; "neizh")
[ɹ] kensonenn kevig dre dostaat (mouezhiet), d.s. saoz. red ([ɹʷɛd]; "ruz")
[ʒ̞] kensonenn drekkevig dre dostaat (mouezhiet)
[ɻ] kensonenn tro-gil dre dostaat (mouezhiet), d.s. tamil. வழி ([ʋɐɻi]; "hent")
[j] kensonenn staon dre dostaat (mouezhiet), d.s. bzhg. ya
[ɰ] kensonenn drekstaon dre dostaat (mouezhiet), d.s. iwerzh. caoi [kɰiː]; "doare")
[ʁ̞] kensonenn huged dre dostaat (mouezhiet), d.s. kabil. bbeγ ([bːəʁ]; "splujañ")
[ʕ̞] kensonenn gourlañchenn dre dostaat (mouezhiet), d.s. ar. عشرة ([ʕɑʃɑrɑ]; "dek")
[ʢ̞] kensonenn ankoue dre dostaat (mouezhiet)
Kensonenn dre dostaat a-gostez
[l] kensonenn kevig dre dostaat a-gostez mouezhiet, d.s. bzhg. lemm
[l̥] kensonenn kevig dre dostaat a-gostez divouezh
[ɭ] kensonenn tro-gil dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. nor. farlig ("dañjerus")
[ʎ] kensonenn staon dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. bzhg. boutailh
[ʟ] kensonenn drekstaon dre dostaat a-gostez (mouezhiet), d.s. melpaeg ([paʟa]; "gloued")
Kensonenn dre dostaat kendistaget
[w] kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet, d.s. bzhg. da Wengamp
[ʍ] kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat divouezh, d.s. saoz. Skos. where ("pelec'h")
[ɥ] kensonenn gweuz-staon dre dostaat (mouezhiet), d.s. gall. lui ("eñ")
[ɫ] kensonenn kevig dre dostaat hugedet (mouezhiet), d.s. alb. halla ([ˈhaɫa]; "kazel")


Gwelit ivez[kemmañ]

  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.