Ruzenn c'hargadenn mouezhiet

Eus Wikipedia
LFE – niverenn 145
LFEunicode ʕ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA ?\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn c'hargadenn mouezhiet, treuzskrivet [ʕ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 145.

Daoust ha ma vez lec'hiet an arouezenn-mañ e-touez renk ar ruzennoù e daolenn al LFE dre voaz e vez distaget peurliesañ er yezhoù ma vez implijet gante evel ur gensonenn dre dostaat hag implijet vez an hevelep arouezenn [ʕ] koulz evit ar ruzenn gargadenn mouezhiet hag evit ar gensonenn gargadenn dre dostaat mouezhiet, en ur c'hoût ne vez ket kavet an div son-se enebiet an eil diouzh egile e yezh ebet. Mar bez ezhomm atav e c'heller implijout ar sin diakritek ispisial evit merkañ ar fed m'emañ distaget evel ur gensonenn dre dostaat [ʕ̞] pe c'hoazh ur sin diakritek all evit diskwel emañ distaget evel ur ruzenn [ʕ̝].

Ral a wezh e kaver kensonennoù gargadenn e-touez yezhoù ar bed ha peurliesañ pa gomzer eus kensonennoù a seurt-se e tizoloer, pa vezont dielfennet donoc'h, e tennont kentoc'h da gensonennoù ankoue, da skouer en arabeg e vez distaget ar fonenn treuzskrivet /ʕ/ peurliesañ evel ur ruzenn ankoue mouezhiet, ur gensonenn ankoue dre dostaat mouezhiet pe c'hoazh evel ur stankenn darzh gargadennekaet.

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh Ger LFE Ster
Arabeg عشرة [ʕɑʃɑrɑ] 'dek'
Avareg гIоркь [ʕortɬʼː] 'dornell'
Tchetcheneg Iан/jan [ʕan] 'goañv'
Hebraeg sefardiek עִבְרִית [ʕivˈɾit] 'Hebraeg'
Kabileg εemmi [ʕəmmi] 'ma eont (breur ma zad)'
Kurdeg (koumandjieg) 'ewr [ʕɑwr] 'koumoulenn'
Okitaneg (su Auvernha) pala] [ˈpaʕa] 'pal'
Somalieg caadi [ʕaːdi] 'bazh'
Sioux (nakoda) [maʕazud] 'glav'

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.