Gargadennekadur
| Doareoù distagañ |
|---|
| Dre serriñ |
| Klikoù |
| Tarzhañ |
| Strakal |
| Entarzhañ |
| Fic'hal |
| Ruzennoù |
| C'hwibanennoù |
| Dassonennoù |
| Fri |
| Stlakat |
| Froumal |
| Tostaat |
| Linkus |
| Vogalennoù |
| Hantervogalennoù |
| Kostezennoù |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen gargadennekadur (saoz.: pharyngealization) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un seurt doare distagañ a eil renk ma vez strishaet ar c'hargadenn keit ha ma vez distaget ur gensonenn pe ur vogalenn gant ul lec'h distagañ pennañ all.
Un ebeniezh fonemek a gaver etre kensonennoù kurunennek gargadennekaet, anvet "kensonennoù stambouc'hus", enebiet ouzh kensonennoù kurunennek plaen en arabeg ha distaget e vez al lizherenn ayin evel ur stankenn gargadenn e meur a rannyezh arabek.
Kavet e veze en oubic'heg 14 kensonenn gargadennekaet hag implijet e vezont stank pe stankoc'h ivez gant meur a yezh komzet e kompezennoù Norzhamerika, en o zouez ar yezhoù salichek hag ar yezhoù sahaptiek. Er yezhoù touek ("tuu") e kaver fonemoù ankoueekaet zoken.
Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e c'heller merkañ ar goueliekadur e daou doare disheñvel:
- dre varreniñ un arouezenn bennañ hag a dalvez koulz evit merkañ ar goueliekadur hag ar gargadennekadur, d.s. [l] > [ɫ]; pe
- skrivañ arouezenn ur gammaig ([ˠ]), d.s. [tˠ]. Gant an arouezenn-mañ e vez merket ar goueliekadur en un doare sklaer ha resis.
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare distagañ a eil renk
- Doare distagañ
- Lec'h distagañ
- Kensonenn
- Staonekadur
- Kensonenn gargadenn
- Kensonenn ankoue
- Hugennekadur
| Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||