Ayin
Neuz
(Adkaset eus Ayin (lizherenn))
C'hwezhekvet lizherenn meur a abjad semitek eo zayin (lagad), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ע) , siriek (ܥ) hag arabek (ع).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kentañ ouzh hini ul lagad.
Distaget e veze (LFE) [ʕ] er penn-kentañ hag er yezhoù semitek a-gozh hag ivez en arabeg a-vremañ. Mut eo peurliesañ en hebraeg hag e sirieg a-vremañ. E yidicheg e talvez d'ar vogalenn e.
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek omikron O, estruskek , latin O ha kirillek O.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizhernn-mañ da 70.
Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c'heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |