Lizherenneg fenisek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Savet e oa bet al lizherenneg fenisek diwar patrom al lizherenneg kentkananek tro-dro da 1050 a-raok ar varevezh voutin. Implijet e veze evit skrivañ ar feniseg, ur yezh semitek.

Un abjad an hini e oa e gwirionez, kentoc’h evit ul lizherenneg rik ha peurliesañ e veze skrivet a dehoù da gleiz hag a-wechoù ivez e boustrofedon.

Kavet ez eus bet testennoù skrivet e fenisek e kêrioù ma veve enne gwechall ar Fenised tro-dro d’ar Mor Kreizdouar, evel, da skouer, Biblos (e Liban hiziv) pe e Kartada e Norzh Afrika (hiziv Tunizia).

Diwar al lizherenneg fenisek e oa bet diorroet da heul al lizherenneg arabek, al lizherenneg c’hresianek, al lizherenneg latin (dre al lizherenneg etruskek), al lizherenneg kirillek (dre al lizherenneg c’hresianek) hag al lizherenneg hebraek (dre al lizherenneg aramaek).


Lizherenn Anv Ster Treuzskrivadur Lizherenn a glot ganti
Lizherenneg hebraek Lizherenneg arabek Lizherenneg gresianek Lizherenneg latin Lizherenneg kirillek
Aleph ’āleph “ejen” ‘ (LFE [ʔ]) א A A А
Beth bēth “ti” b ב B B Б, В
Gimel gīmel “kañval” g ג Γ C, G Г, C
Daleth dāleth “dor” d ד ﺩ، ذ Δ D Д
He “prenestr” h ה Ε E Е, Ë , Є, Э
Waw wāw “krog” w ו Ϝ, Υ, (ϒ) F, U, V, W, Y У
Zayin zāyin “arm” z ז Ζ Z З
Heth ħēth “garzh” ħ (LFE [χ]) ח ﺡ، خ Η H И, Й
Teth ţēth “rod” ţ ט ﻁ، ظ Θ
Yodh yōdh “brec’h” y (LFE [j]) י ﻱ، ى Ι I, J І, Ї, Ј
Kaph kaph “palv” k כ Κ K К
Lamedh lāmedh “broud” l ל Λ L Л
Mem mēm “dour” m מ Μ M М
Nun nūn “pesk” n נ Ν N Н
Samek sāmekh “pesk” s ס Ξ, Χ X Х
Ayin ’ayin “lagad” ‘ (LFE [ʕ]) ע ﻉ، غ Ο O О
Pe “genoù” p פ Π P П
Sade tsādē “plantenn ar papiruz” ç (LFE [ts]) צ ﺹ، ض Ϡ Ц, Ч
Qoph qōph “marmouz” q (LFE [q]) ק Ϙ Q
Res rēš “penn” r ר Ρ R Р
Sin šin “dant” š (LFE [ʃ]) ש س، ش Σ S С, Ш
Taw tāw “merk” t ת ﺕ، ث Τ T Т


Gwelet ivez[kemmañ]


Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.


Liammoù diavaez[kemmañ]