Lizherenneg etruskek

Al lizherenneg etruskek zo ul lizherenneg a zo bet implijet en Henamzer evit skrivañ an etruskeg ; diwar skouer lizherenneg c'hresianek ar C'hornôg e voe diorroet, ha d'he zro he deus levezonet al lizherenneg latink.
Tablezenn Marsiliana
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tablezenn Marsiliana eo ar skrid kentañ bet kavet oc’h implijout al lizherenneg etruskek (tro-dro da 700 a-raok ar marevezh boutin). Warni e kaver c’hoazh al lizherennoù san (Ϻ, ϻ) ha qoppa (Ϙ, ϙ), a zo diamzeriet bremañ, met ne oa ket bet diorroet c’hoazh al lizherenn omega.
Tablezenn Marsiliana A zehou da gleiz : A B G D E V Z H Θ I K L M N [Ξ] O P Ś Q R S T U X Φ Ψ | |||||||||||||||||||||||||
| Ψ | Φ | ||||||||||||||||||||||||
| Ψ | Φ | X | U | T | S | R | Q | Ś | P | O | Ξ | N | M | L | K | I | Θ | H | Z | V | E | D | G | B | A |
Digemm a chomas al lizherenneg etruskek betek 600 a-raok ar marevezh boutin, ha skrivet e veze ken alies a gleiz da zehou hag a zehou da gleiz.
Adalek ar poent-se avat e krogas da gemmañ o heuliañ kemmoù fonologek an etruskeg. Daou c’hant vloaz war-lerc’h e veze skrivet hogos atav a gleiz da zehou en ur implijout an 20 lizherenn-mañ :
Krouet e oa bet ul lizherenn nevez,
e-lec’h FH evit aroueziañ ar son [f].
Ne veze mui implijet na B na D, oc’h ober kentoc’h gant P ha T nemetken, hag ober a raed gant G pe C e-lec’h K ha U e lec’h O.
Silabennek e oa deuet da vezañ e gwirionez al lizherennoù C, K ha Q d’ar mare-se dre ma vezent lennet CE, KA ha QU.
Implijet e oa bet al lizherenneg klasel-se betek an eil kantved a-raok ar marevezh boutin, m'ac'h eas an etruskeg da get.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Al lizherenneg etruskek @ Omniglot. Kavet : 24 Mae 2025.
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
