Lizherenneg siriek
Lizherenneg siriek | |||||
---|---|---|---|---|---|
ܐ | ܒ | ܓ | ܕ | ||
ܗ | ܘ | ܙ | ܚ | ܛ | ܝ |
ܟܟ | ܠ | ܡܡ | ܢܢ | ܣ | ܥ |
ܦ | ܨ | ܩ | ܪ | ܫ | ܬ |
Implijet e veze al lizherenneg siriek evit skrivañ ar sirieg adal an 2 kantved a-raok ar varevezh voutin. Un abjad an hini eo evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet gant ar yezhoù semitek, bet diorroet diwar stumm red lizherennoù al lizherenneg fenisek.
Skrivet e vez al lizherennoù a dehoù da gleiz hag stag an eil ouzh eben peurliesañ. Stummoù disheñvel o deus lizherennoù zo hervez ma vezont implijet e pen-kantañ ur ger, en diwezh pe etre lizherennoù all.
Bez ez eus 22 lizherenn kensonennel ha ret eo d'an hini a lenn divinout ar vogalennoù a vank keit ha na vez ket implijout sinoù ispisial evit o diskouez en un doare resisoc'h.
Tri doare pennañ disheñvel ez eus evit skrivañ al lizherenneg siriek
- Estrangelā (diwar ar gresianeg στρογγυλη “ront”). Hennezh eo an doare koshañ ha klasel. Ne vez ket implijet ken an doare-skrivañ-mañ evit skrivañ ar sirieg en un doare ordinal;
- Sertā (“linenn”), anvet ivez lizherenneg siriek ar c'hornôg pe c'hoazh lizherenneg maronitek pe jakobitek. Anat eo e oa bet diorroet diwar patrom an estrangela, met eeunoc'h eo lizherennoù ar stil-mañ hag a oa bet savet al lizherenneg nabateek, orin al lizherenneg arabek, diwarnañ. Peurliesañ e vez diskouezet ar vogalennoù dre implijout lizherennoù gresianek bihan a-us, a-is pe goude ar c'hensonennoù: Α (pennlizherenn) evit a hag al lizherenn vihan (α) evit ā (distaget o), ε (lizherenn vihan) evit e hag ē, Ι (pennlizherenn) evit ī hag Υ (pennlizherenn) mui o) (lizherenn vihan) evit ū.
- Madnhāyā (“reter”), anvet ivez lizherenneg asiriek, c'haldeek pe c'hoazh nestorek diwar ul lesanv implijet gwechall evit kunujenniñ ar gristenien a veve e Impalaeriezh Persia. Tostoc'h eo stumm lizherennoù ar stil-mañ ouzh re an estrangela. Implijet e vez ur sistem pikoù ispisial evit diskouez ar vogalennoù a ranker distagañ.
Aleph | Beth | Gamal | Daleth | He | Waw | Zayin | Heth | Tet | Yodh | Kaph |
ܐ
ܐ |
ܒ
ܒ |
ܓ
ܓ |
ܕ
ܕ |
ܗ
ܗ |
ܘ
ܘ |
ܙ
ܙ |
ܚ
ܚ |
ܛ
ܛ |
ܝ
ܝ |
ܟܟ
ܟܟ |
ܟ
ܟ | ||||||||||
Lamedh | Mem | Nun (lizherenn)|Nun | Simketh | Ayin | Pe | Sadhe | Qoph | Resh | Shin | Taw |
ܠ
ܠ |
ܡܡ
ܡܡ |
ܢܢ
ܢܢ |
ܣ
ܣ |
ܥ
ܥ |
ܦ
ܦ |
ܨ
ܨ |
ܩ
ܩ |
ܪ
ܪ |
ܫ
ܫ |
ܬ
ܬ |
ܡ
ܡ |
ܢ
ܢ |
Lizherennoù al lizherenneg siriek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Letter | Estrangelā (klasel) | Madnhāyā (reter) | Karakter Unicode |
Distagadur | ||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stumm boutin |
En diwezh stag |
En diwezh distag |
Stumm boutin |
En diwezh stag |
En diwezh distag | |||
’Ālaf | ܐ | ʔ pe mut | ||||||
Bēṯ | ܒ | kalet: v pe w | ||||||
Gāmal | ܓ | kalet: g blot: ɣ | ||||||
Dālaṯ | ܕ | kalet: d blot: ð | ||||||
Hē | ܗ | h | ||||||
Waw | ܘ | >kensonenn: w mater lectionis: u pe o | ||||||
Zayn | ܙ | z | ||||||
Ḥēṯ | ܚ | ħ pe x | ||||||
Ṭēṯ | ܛ | tˁ | ||||||
Yōḏ | ܝ | kensonenn: j mater lectionis: i pe e | ||||||
Kāf | ܟ | kalet: k blot: x | ||||||
Lāmaḏ | ܠ | l | ||||||
Mīm | ܡ | m | ||||||
Nūn | ܢ | n | ||||||
Semkaṯ | / | ܣ / ܤ | s | |||||
‘Ē | ܥ | ʕ | ||||||
Pē | ܦ | hard: p soft: f pe w | ||||||
Ṣāḏē | ܨ | sˁ | ||||||
Qōf | ܩ | q (voiceless uvular plosive) | ||||||
Rēš | ܪ | r | ||||||
Šīn | ܫ | ʃ | ||||||
Taw | ܬ | kalet: t blot: θ | ||||||
Lāmaḏ hag 'Ālaf stag e diwezh ur ger | ||||||||
/ | Taw and 'Ālaf combined at end of word |
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |