Yod (lizherenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Dekvet lizherenn meur a abjad semitek eo yod(h) (biz), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (י) , siriek (ܝ) hag arabek (). Renket e vez en 28vet plas en arabeg hervez an urzh a-vremañ.

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma oa heñvel he stumm ouzh hini ur c'hleze.

Distaget e vez (LFE) [j].

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek iota I, etruskek Z, latin I ha kirillek I (implijet evit skrivañ an ukraineg hag ar belaruseg).

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 10.

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.