Kensonenn kurunenn an teod
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn kurunenn an teod (saoz.: coronal consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti kurunenn an teod da lec'h distagañ pennañ, da lâret eo adalek beg betek laonenn an teod.
Enebiet e vez ar c'hensonennoù distaget gant kein an teod diouzh ar c'hensonennoù distaget gant kein ha gant gwrizienn an teod.
Isrannet e vez ar c'hensonennoù distaget gant kurunenn an teod e lec'hioù distagañ resisoc'h:
Hag ivez hervez stumm resis an teod:
- Dre volzenniñ, ma vez bolzennet an teod
- Isbeg an teod, distaget gant leurenn beg an teod dre lakaat an teod da vont en tro-gil
Pa vez lakaet an teod d'ber un erv en e hed e vez produet ar c'hensonennoù dre c'hwitellat gant kendistagadurioù all.
Isrannet e vez ar c'hensonennoù distaget gant kurunenn an teod hervez bep o lec'h distagañ resis:
- Kensonennoù dent, da skouer:
- [d] (skrivet <n> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn dent/kevig dre serriñ mouezhiet
- [t] (skrivet <t> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn dent/kevig dre serriñ divouezh
- [n] (skrivet <n> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn dent/kevig dre fri mouezhiet
- [ð] (skrivet <dd> hervez reolennoù reizhskrivañ ar c'hembraeg): kensonenn etredent dre daravat mouezhiet
- [θ] (skrivet <th> hervez reolennoù reizhskrivañ ar c'hembraeg): kensonenn etredent dre daravat divouezh
- Kensonennoù kevig, da skouer:
- [z] (skrivet <z> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn kevig dre daravat mouezhiet
- [s] (skrivet <s> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn kevig dre daravat divouezh
- [l] (skrivet <l> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn kevig dre dostaat a-gostez (mouezhiet)
- Kensonennoù drekkevig, da skouer:
- [ʒ] (skrivet <j> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn drekkevig dre daravat mouezhiet
- [ʃ] (skrivet <ch> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn drekkevig dre daravat divouezh
- [r] (skrivet <r> hervez reolennoù reizhskrivañ ar spagnoleg hag ivez <r> e brezhoneg hervez doare distagañ rannyezhoù zo): kensonenn kevig/drekkevig dre froumal (mouezhiet)
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |