Kensonenn teod-gweuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn teod-gweuz pe 'kensonenn beg-gweuz (saoz.: linguolabial consonant pe apicolabials) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn kendistaget ganti an teod hag ar gweuz da lec'hioù distagañ pennañ war un dro, da lâret eo e tostae teod pe lavnenn an teod ouzh ar gweuz uhelañ sachet d'an taroñ war un dro betek stekiñ ouzh an teod.
Ral a wezh e vez implijet seurt kensonennoù gant yezhoù ar bed, met kavet e vezont en un toullad yezhoù komzet e Vanuatu hag ivez e oumotineg (umotína) aet da get nevez 'zo e Brazil hag ivez e Zapotekeg Coatlán.
Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizhrenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet ur sin diakritek gantañ stumm un evn war nij skrivet dindan un arouezenn evit diskwel ez eus ur gensonenn teod-gweuz anezhi:
LFE | Deskrivadur | Skouer | |||
---|---|---|---|---|---|
Yezh | Stumm skrivet | LFE | Ster | ||
n̼ | Kensonenn teod-gweuz dre fri (mouezhiet) | Tangoaeg | [n̼ata] | "lagad" | |
t̼ | Kensonenn teod-gweuz dre serriñ divouezh | Tangoaeg | [t̼et̼e] | "balafenn" | |
d̼ | Kensonenn teod-gweuz dre serriñ mouezhiet | Vaoeg | [nan̼d̼ak] | "gwareg" | |
θ̼ | Kensonenn teod-gweuz dre daravat divouezh | meurnambaseg (big nambas) | ['inɛθ̼] | "berranalek emañ" | |
ð̼ | Kensonenn teod-gweuz dre daravat mouezhiet | Tangoaeg | [ð̼atu] | "maen" | |
r̼ | Kensonenn teod-gweuz dre froumal (mouezhiet) | Zapotekeg Coatlán |
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |