Kostezenn

Eus Wikipedia
Kostezennoù un den,
gwelet a-gostez
  • ██ Kostezennoù rik
  • ██ Falskostezennoù, en o zouez...
  • ██ ar c'hostezennoù distag
  • Ur gostezenn, pe kostenn, zo un askorn hir ha kromm. Daouzek kostezenn zo a bep tu da gest-bruched an den, a zo serret gant peder c'hostezenn warn-ugent eta.
    Un nebeudig tud o devez div gostezenn ouzhpenn pe div nebeutoc'h.

    Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Disheñvel int diouzh ar re all dre m'int plat ha berr, hag un tamm anezhe a c'hell bezañ a-us live an trebezioù-skoaz.

    • An tri re gostezennoù izeloc'h, anvet falskostezennoù : daou anezhe zo stag ouzh ar glerenn dre ar memes liamm migornek. Distag diouzh ar glerenn eo an trede re falskostezennoù.
    • An daou re gostezennoù diwezhañ, anvet kostezennoù distag, zo stag ouzh al livenn-gein hepken, hep liamm ebet gant ar glerenn.

    Lod tud n'o devez nemet ur re gostezennoù distag ha tud all tri re.

    Roll ar c'hostezennoù eo gwareziñ an organoù a zo er brusk, evel ar galon pe ar skevent.

    Kement-se a voe lakaet anat gant ar mezeg flandrezat Andreas Vesalius (1514-1564) e 1543 dre skeledenn Basel[1].

    E loened all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    En naered eo ar c'horf a-bezh hag a zo dalc'het ha gwarezet gant ar c'hostezennoù.

    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. (fr) André Vésale & Jacqueline Vons, Stéphane Velut : Résumé de ses livres sur "La fabrique du corps humain", Les Belles lettres, 2008 (ISBN 978-2-251-34510-9)