Soc'heg

Eus Wikipedia
ar soc'heg e ruz

Ar soc'heg zo un askorn eus an dremm, koublet ouzh ar sileg, ar genneg, an eskern staon hag ar c'harvanoù. Mont a ra d'ober ul lodenn eus speurenn ar fri.

An organ soc'heg-fri zo un organ kemoresever tost ouzh ar soc'heg hag ouzh an eskern fri. Diorroet eo e loened 'zo evel ar c'hizhier. Ur roll en defe e klevet feromonoù.