Krogen draoñ ar fri

Eus Wikipedia
Krogen draoñ ar fri e roz

Krogenoù traoñ ar fri zo div laonenn askornek eus an dremm, e kavenn ar fri. Sevel a reont diouzh ar c'harvanoù, er c'hontrol eus ar c'hrogenoù fri all (ar grogen grenn hag ar grogen grec'h) hag a sav diouzh boest ar c'hlopenn. Rak-se, n'eus nemet ar grogen draoñ a vez kontet evel un askorn drezañ e-unan e korf an den. An div grogen all zo lodennoù eus eskern ar c'hlopenn.

Roll ar c'hrogenoù fri eo tommañ, glebiañ ha naetaat an aer analet.