Annev (askorn)
Neuz
An annev eo an eil eus an tri askornig a zo e skouarn grenn ar bronneged hag o deus ur roll e kas hag amplaat ar son.
Koublet eo ouzh ar morzhol diouzh un tu hag ouzh ar stleug diouzh an tu all. An askornig pounnerañ eus an tri eo an annev hag e skouarn mab-den eo well-wazh 6 mm a ledander ha 7 mm a uhelder.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An askornouigoù er skouarn -
Annev zehou ; lodenn a-dreñv ha lodenn dirak
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'horf (1): dre-vras stumm un diñs dezhañ, an tal dirak kleuziek (2) zo koublet ouzh ar morzhol.
- Ar skourr a-blaen (3) : a astenn ar c'horf en a-dreñv.
- Ar skourr a-serzh (4) : a ziskenn diouzh lodenn draoñ ar c'horf. Ar penn izelañ a dro war an diabarzh evit ober ar baleg ferennek (5) hag a juntr ouzh ar stleug.
Eskern korf an den |
|||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|