Skouarn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Pleg skouarn un den

Ar skouarn eo ar rann eus ar c'horf a vez klevet ar sonioù ganti.
An holl vronneged, an dud en o zouez, o deus div skouarn, unan a bep tu d'ar penn : un divskouarn a reer anezho.

Korfadurezh skouarn an den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pleg ar skouarn a reer eus ar pezh a weler eus skouarn an dud hag al loened.
Dre gigennoù eo stag ouzh ar glopenn ; tud zo a c'hall lakaat plegoù o divskouarn da fiñval, evel loened zo, nemet n'hallont ket o lalaak da dreiñ diouzh ret war-du un trouz, evel ma c'hallont treiñ o daoulagad war-du un darvoudenn hewel bennaket.

Korfadurezh skouarn un den
  • Ar skouarn diavaez a reer eus pleg ar skouarn, ode ar c'hleved ha gwiskad diavaez an daboulin.
Er skouarn diavaez ez eus gwagrennoù a vorc'h kerumen, un doare koar a c'hall kalediñ betek stouvañ ar skouarn hag he bouzarañ.
  • Ar skouarn grenn a reer eus ar gavenn a zo diouzh tu diabarzh an daboulin, enni tri askorn ar c'hleved : ar morzhol, an annev hag ar stleug ; da laez an toull-gouzoug e kas ar gorzenn glevedel.
  • Ar skouarn diabarzh a reer eus ar peurrest eus an elfennoù all.

Arc'hweladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kleñvedadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mel-skouarn, fank-skouarn pe c'hoazh kaoc'h-skouarn a ra ar bobl eus ar c'herumen. Kaoc'h logod a vez lavaret gant lod tud ivez[1].
  • Hervez ur vojenn lec'hel e vije divskouarn tud Molan en un tu hepken d'o fenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines, ISBN 978-2-35678-069-0, p. 227-a.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger skouarn er
wikeriadur, ar geriadur frank.