Beg ar vronn
Beg ar vronn a vez graet eus ul lodenn eus ar vronn, an hini uhelañ pa vez gourvezet ar c'horf.
Tanavoc'h eo kroc'hen ar vronn er beg anezhi, eno e c'hall laezh ar maouezed treuziñ evit reiñ da zenañ. Graet eo beg ar vronn evit magañ, bezañ chutet, pe sunet, eta. Kerkent ha ganet e oar ar vugale klask beg ar vronn, ha chutal anezhañ.
Leun a nervennoù kizidik eo kroc'hen beg ar vronn. Pa deu riv d'ar c'horf, pe c'hoazh pa sav tan ar c'hoant ennañ, e teu begoù an divronn da stegnañ.
A-hervez eo dre biñsañ anezho e c'haller gouzout ha van a ra paotr pe blac'h da vout semplet.
Reizhelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tener eo beg an divronn, ha plijadur ar sadeien eo o fiñsañ. Evit an dud-se ez eus bet ijinet piñsetezioù, c'hoarielloù evit o abadennoù plijadur.
Dilhad ha giz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al lodenn-se eus an divronn eo a veze klasket kuzhat ar muiañ, dre vezh-fur, abalamour ma c'halle diskuliañ c'hoant ar c'horf. Tammoù dilhad da guzhat ar begoù-bronnoù a veze graet zoken.
Hiziv e kaver un emzalc'h kontrol gant tud zo. Graet e vez brennidennoù ken bihan ma ne guzhont nemet ar begoù-bronnoù, brennidennoù sav-bronnoù graet evit diskouez ar begoù dindan an dilhad, hep kontañ ar begoù faos, reut atav.
Begoù bronnoù ar wazed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da vare o c'hrouiñ, war-bouez o organoù reizhel, eo peurheñvel an holl vronneged er grouell. Gant an dud e pad kement-se betek 14 sizhun. Goude e krog ar re a zo gourel da aozañ hormonoù gourel evel an testosteron. Peurvuiañ ne gemm ket begoù bronnoù ar baotred goude ar mare-se. |
Toullañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwelout toullañ beg ar vronn.
Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tri zra a laka ar bed da vont
Beg ar soc'h
Beg ar vronn
Ha beg an ibil pa vez sonn.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() Poltred ur Yuzevez, gant Charles Landelle (1821–1908). Klasket en deus an arzour diskouez beg ar vronn dindan an hiviz. |
|
![]() Beg bronn dindan un hiviz |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Stephen Jay Gould, "Male Nipples and Clitoral Ripples", in Adam's Navel and Other Essays, London: Penguin, 1995.
- (pl) Janina Sokołowska-Pituchowa (red.) Anatomia człowieka. Podręcznik dla studentów medycyny. Wyd. VII. PZWL 2005 ISBN 83-200-3185-0.
|