Abrant
Aller à la navigation
Aller à la recherche

Abrant ha lagad.
An abrantoù (pe ambrantoù), pe daouabrant, pe divabrant, eo ar blev a zo e traoñ tal un den, a-us d'an daoulagad, hag a dalv da ziwall anezho diouzh an dour-c'hwez, an heol pe ar glav .
Un abrant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud zo n'o deus nemet un abrant e gwirionez: ur bannad blev a gleiz da zehou a-us d'an daoulagad.
Bod-spern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn olmek. Oc'h ober ar bod-spern e vefe an den.
Ober ar bod-spern a vez lavaret eus an dud a griz o daouabrant da ziskouez souezh pe dipit.
Toullañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh ar c'hiz eo, abaoe ar bloavezhioù 1990, e SUA ha broioù Kornogeuropa, toullañ un abrant bennak.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E barzhoniezh persek Hafez hag Omar Khayyam eo a-bouez abrant ha malvenn en hoalerezh ar selloù.
- Blason du Sourcil, ur varzhoneg c'hallek gant ar barzh Maurice Scève er XVIvet kantved.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant an ambrantoù e c'haller merkañ ar souezh .
Audrey Hepburn a oa fonnus he daouabrant.