Glav

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Ar glav eo an dour a gouezh eus ar c'houmoul war an douar pe war ar mor. Glavioù pe glaveier a lavarer el liester. Komzet e vez eus barroù, barradoù, kaouadoù glav.
A belec'h e teu ar glav[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar diaezhennad ar glebor e vez krouet ar glav. Diouzh al ledennadoù dour (morioù, lennoù, geunioù, etc...) e sav ar glebor dindan stumm an aezhenn zour ken a ya war yenaat pa sko ouzh takadoù ma 'z eus an aer yenoc'h. Evit ma teu an aezhenn d'ar glizhennadur ez eus ezhomm eus rannigoù solut bihan evel ar boultrenn, ar pollen pe kementadoù bihan aezhennoù aerosoloù. Pa ya ar glizhennadur betek stummadur an takennoù dour (an takennoù glav pe ar glavennoù) e teu ar glav diwar o kouezhañ. Ma ya an takennoù glav a-dreuz da dakadoù yen-skorn e c'hellont mont d'ur stumm solutoc'h evel an erc'h, ar grizilh (kazarc'h), ar milerc'h.
Ken glan hag an dour strilhet eo ar glav pa vez bet krouet, met saotret e vez gant rannigoù hag elfennoù-saotrañ ken ne vez ket mat da evañ.
Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|