Mont d’an endalc’had

Sistr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dourchistr)
sistr
Iskevrennad eusfermented alcoholic beverage, alcoholic fruit beverage Kemmañ
Implijcooking alcohol, Evaj Kemmañ
Bro orinSpagn, Frañs, Alamagn, Kembre Kemmañ
Livmelen Kemmañ
Danvez implijetaval, goell, avaloù sistr Kemmañ
Produced bygoell, fermentation Kemmañ
Pleustret gantQ28148336 Kemmañ
Sistr eus Euskal Herria
Sistr eus Asturiez (D.O.P.)

Ar sistr (pe chistr) a zo un died alkoolek fardet gant chug avaloù goet. Avaloù dibabet ha gounezet a-ratozh a vez gwalc'het ha gwasket en ur waskell evit lakaat ar chug da vont er-maez. Lakaet e vez ar chug da c'hoiñ e-pad sizhunvezhioù e tonelloù graet gant koad derv. Ret e vez ouzhpennañ goell, naturel pe get.

Uheloc'h eo an derez alkool eget hini ar bier, met gant 5 derez, n'eo ket ken kreñv hag ar gwin. Melen pe melen-aour e vez al liv peurvuiañ. Ne c'heller ket ober sistr mat evel gwechall gant an avaloù gounezet evit an debriñ (an "avaloù kontell") pa n'eus ket tann a-walc'h dezho. Implijet e vez unan, div pe teir gouenn gozh pe nevesoc'h ha miliadoù anezho zo. Ar parkoù ma c'hounezer gwez-avaloù a zo avalennegoù.

Produet e vez ar sistr e broioù ma vez mat an hin evit gounit avaloù, e Gwalarn Europa, e Norzh Spagn hag hanternoz Norzhamerika (Kanada ha Biz Stadoù-Unanet); e Suafrika e vez graet ivez[1]. Evet e vez kementadoù bras eus an died-se e Su Breizh-Veur, e Kanada hag e Stadoù-Unanet hag e Spagn. Produet e vez e-leizh e Breizh, Normandi, Iwerzhon, Su Belgia ha tolead Frankfurt. Gant ar broduerien saoz, belgiat hag alaman e vez graet kalz a sistr dous fardet diwar avaloù kontell ha setu perak eo bet aotreet gant an dekred embannet e 29 a viz Gouere 1987 ouzhpennañ chugoù aval dizourennet.

Kavet e vez anv an avaloù e latin pa vez meneget ar pomarii e-kichen an atantoù e kartaoù ar Grennamzer. Dindan pluenn Sant Yerom e kaver anv latin ar sistr, ar cicera. Koulskoude ne vez ket produet kalz a sistr e Hanternoz Europa a-raok an XIIIvet kantved hag evet e veze gwin ha korev (ur seurt bier) da gentañ-holl. Pa yeas an hin da vezañ diaesoc'h evit ar gwiniegoù (e-pad Hoalad bihan ar skorn) ha pa voe kavet doareoù-ober efedusoc'h (kavadenn ar waskell, hemañ efedusoc'h eget ar breolimoù) e krogas ar sistr kemer plas ar c'horev er gwerin. Da skouer eo meneget ar "sydre" e Laval e 1434. Hervez an istorourien e o bet degaset variedoù avaloù eus Galiza da Normandi ha da Vreizh da-c'houde gant ar voraerien norman ha breton. Diorroet eo bet gorread an avalennegoù etre an XIIIvet kantved hag ar XVIIvet kantved en ur vont eus Dieppe da Vro-Gerne.
A-raok an Dispac'h gall ne veze ket gwerzhet hag evet sistr er-maez eus Breizh, Maine ha Normandi pa veze gwirioù aotre uhel diwar atiz ar varc'hadourien gwin, met ne greskas ket beveziñ ar sistr a-raok enkadennoù ar gwin e-kreiz an XIXvet kantved (oidium e 1848, mildiou e 1870, phylloxera e 1890). E tro an XXvet kantved e teuas da vezañ ar sistr un died modern bevezet e Pariz.
Bras e voe an diorren ar sistr e mare ma veze prenet kementadoù bras alkool gant ar gouarnamant gall evit bastañ ezhommoù teknikel ar ganolierezh (evit fardañ ar poultr) hag evit trelosk ar c'hirri-tan. Ken izel ez eas priz ar sistr ma voe evet muioc'h-muiañ gant tud ar maezioù hag e skoas taer broioù ar sistr an alkoolegezh etre an daou vrezel.
Goude 1945 e klaskas ar gouarnamant gall lakaat produadur an alkool da zigreskiñ dre ginnig d'ar winierien ha d'ar broduerien sistr displantañ o farkoù. Kilañ a reas beveziñ a sistr er bloavezhioù 1960 pa veze produet muioc'h-muiañ a sistr greantel divlaz.(Ali personel)


E 1988 e voe krouet gant an INAO un AOC evit ar broduerien artizanel eus Normandi ha Bro-Gerne evit ma vo anavezet perzhioù dibar ar sistr fardet diwar avaloù variezonoù hengounel. Roet eo bet lañs d'ar produadur gant an anvadurioù a orin "Pays d'Auge" ha "Cornouaille" ha meur a avalenneg nevez a zo bet krouet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) (br) Yann-Ber Kemener, « Avaloù ha sistr Breizh », Skol Vreizh, Montroulez, 2005.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Sxollie