Karr-tan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur gourhent e Stadoù Unanet Amerika
"Velo" Karl Benz (1894).
Kartenn a ziskouez pegement a girri a vez dre 1000 den, hervez ar broioù.

Ur c'harr-tan, pe karr-dre-dan, pe tangarr, pe karr hepmuiken, pe gwetur, zo ur c'harbed gant rodoù hag ur c'heflusker, a dalvez da gas tud d'al lec'h ma fell dezho mont. Peurvuiañ e termener ar c'hirri-tan evel karbedoù :

  • zo graet da ruilhal war hentoù.
  • zo lec'h enno evit eizh den d'ar muiañ. Gant gerioù all e reer pa vez muioc'h a dud (karr-boutin, bus).
  • zo peder rod warno peurvuiañ. Pa vez nebeutoc'h, pe muioc'h, e reer gant gerioù all : divrodeged eo ar re gant div rod da skouer.
  • zo graet evit dougen tud dreist-holl ha sammoù skañv ganto. Pa vez kaset marc'hadourezh dreist-holl e reer anv eus sammgirri pe kirri-samm.

Er yezh pemdez e reer alies gant "karr" e-lec'h "karr-tan" met talvezout a ra ar ger-se ivez evit karbedoù stlejet gant kezeg pe gant loened all.