Rod

Eus Wikipedia

Teir rod ouzh un teirrodeg kozh

Ur rod a zo ur wikefre ront a c'hell treiñ war un ahel. Implijet e vez ur rod pe meur a unan e mekanikoù zo hag e karbedoù zo, evit kas ur gargad (ur mas) pelloc'h. Pa vez staget rodoù gant aheloù ouzh ur c'harbed eo aesoc'h an dilec'hiañ dre m'eo kalz disteroc'h frotadennoù ar mekanik ouzh al leur. Implijet eo ar bennaenn-mañ e meur a reizhiad dezougen. En ur ster resisoc'h e vez implijet ar ger ivez evit gwikefreoù evel rod-stur ar bigi, rod-stur ar c'hirri-tan hag all.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost eo ar ger rod d'al latin rota ha d'an iwerzhoneg roth. Ur ger a orin indezeuropek e seblant bezañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rod gant skinoù, eus dibenn an Eil milved kt JK, a c'heller gwelout e Mirdi broadel Iran, e Tehran.

Meur a skiantour a gav dezho eo bet ijinadenn ar rod an hini dalvoudusañ a zo bet en Henamzer pellañ, p'eo bet kavet ar roudoù koshañ anezhi e Mezopotamia. Hervez kont e vije bet ijinet ar rod evit kas aezamantoù d'ar boderien er 5vet Milved kt JK.
E norzh ar C'haokaz ez eus bet kavet tud sebeliet war girri hag ar bezioù a zo bet bet deiziadet war-dro 3 700 kt JK. An tres kentañ a zo bet engravet war ur pod pri kavet e su Polonia (war-dro 3 500 kt JK). En Europa hag en Azia ar C'hornôg e oa bet implijet ar rodoù adalek ar 4vet Milved kt JK pa ne voent implijet nemet en 3 Milved kt JK en Indez hag en 2ved Milved kt JK e Sina.
Dre vras, ne c'hellas ket kavadenn ar rod tizhout Amerika a-raok donedigezh Kristol Goulm e 1492, met rodoù e maen a zo bet kavet war douaroù an Olmeked hag en un nebeud lec'hioù all. Lod a gred e oant seurt c'hoarielloù.

P'eo aet ijinadenn ar rod war-wel e dibenn an Neolitik, ar gouerien o doa kroget gant ar gounezerezh a chomas hep he implijout milvedoù-pad hag e-pad 140 000 bloavezh, d'an nebeutañ, e chomas an Den hepti. Pa oa ken ijinus tud an amzerioù kozh hag ar re zo deuet war-lerc'h e c'heller bezañ souezhet, met ar mareoù pell-se e oa dister-tre niver an dud ha distank ar strolladoù tud. Evit ijinañ ar rod e tleed kaout ur gevredigezh bras a-walc'h he oa ezhomm dilec'hiañ pe fardañ meur a dra. Ur wir varregezh a oa da gaout ivez evit sevel ur rod efedus ha staget mat ouzh he ahel.

Gerioù ha troiennoù gant rod enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.