Mezopotamia

Eus Wikipedia
Mezopotamia
cultural landscape, ancient civilization, rannvro istorel
StadIrak Kemmañ
Lec'hAzia ar Mervent, Kreskenn Strujus, Tigris–Euphrates river system Kemmañ
Daveennoù douaroniel33°42′0″N 43°30′0″E Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Mesopotamia Kemmañ
Istorhistory of Mesopotamia Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://history.stackexchange.com/tags/mesopotamia Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Mesopotamia Kemmañ
Map
Arabat droukveskañ gant an anv spagnolek Mesopotamia, a zo anv ur broviñs en Arc'hantina.
Kartenn eus Mezopotamia gwechall

Mezopotamia a oa, en Henamzer, ur vro e kornôg Azia, etre ar stêrioù Eufrates ha Tigris, el lec’h m’emañ Irak hiziv. Lavarout a reer ez eo bet "Kavell ar sevenadurioù kentañ" rak diorroet-kenañ e oa ar sevenadur er rannved-se en Henamzer e-pad 3 000 bloaz. Dre vras en em astenne Mezopotamia etre ar menezioù Zagros hag Anti-Taurus en hanternoz, hag ar Pleg-mor Pers er c’hreisteiz, ar pezh a glot a-walc’h gant Irak hiziv, gant reter Siria ha gevred pellañ Turkia ouzhpenn.

Dont a ra an anv Mezopotamia eus ar gregach, ha talvezout a ra kement hag etre stêrioù. War an div stêr-se eo diazezet brud ha pinvidigezh ar vro. Gant o dour e c’helled doura an douaroù hag evel-se e c’hellas al labour-douar mont war-raok. En div stêr e oa stank ar pesked ha war o ribloù e oa puilh al loened gouez hag al laboused. An douaroù strujus a daole boued a-walc’h evit an dud a oa o chom er c’hêrioù. E kreisteiz Mezopotamia, just a-walc’h, e teuas ar c’hêrioù kentañ war wel. Dont a rejont da vezañ lec’hioù kreiz evit ar c’henwerzh, an artizanerezh, ar velestradurezh hag an difenn. Annezidi Mezopotamia a implije ar pri d’ober brikennoù evit sevel o ziez, ha d’ober taolennoù evit skrivañ.

Pinvidigezh Mezopotamia a veze c’hoantaet gant ar pobloù amezek. Aloubet e voe ganto alies. Abalamour ma veze aon rak an aloubadegoù-se eo e voe savet kêrioù gant mogerioù-kreñv difennet-mat.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]