Sav-Heol (Reter-Nesañ)
Neuz
Ar Sav-Heol[1] a zo ur rannved diresis he bevennoù er reter d'ar Mor Kreizdouar, er Reter-Nesañ. Lakaat a reer e-barzh Liban ha Siria dreist-holl, met ivez Palestina, Israel, Hatay (e Republik Turkia bremañ), Jordania, hag a-wechoù ivez Sinai, hag Egipt a-bezh zoken.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er braz eus ar yezhoù indezeuropek e vez graet gant ar ger "Levant" (a dalvez kement ha "sav-heol" e galleg hag e yezhoù all) pe gevatal, hag a veze graet gantañ evit ober anv eus ar broioù er reter d'ar Mor Kreizdouar. Klotañ a ra tamm-pe-tamm gant an arabeg الشام al-Cham a glot gant mennozh Siria Veur, hag ivez gant مشرق Machriq a-wechoù, ger hag a dalvez "sav-heol" en arabeg, met a zo ledanoc'h e dachenn.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ «Le païs de levant. Bro ar sevel-héaul. bro ar sav-héaul.» Geriadur Gregor Rostrenenn (1732), p.570a.; «Bro ar Sav-heol f. Sav-heol m.» Geriadur Vallée p. 483b.