Mont d’an endalc’had

Siria

Eus Wikipedia
لجمهورية العربية السورية
Al-Jumhūriyyah al-ʿArabiyyah as-Sūriyyah

Abaoe miz Kerzu 2024

Ardamezioù implijet gant gouarnamant treuzkemm Siria
  • ██ Lec'hiadur er Reter-Nesañ

  • Kan broadel Homat el Diyar
    Yezh ofisiel Arabeg
    Kêr-benn Damask
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    185,180 km²
    0.06
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    19,043,000 (2005)
    99/km²
    Prezidant Vak
    Moneiz Lur siriat
    Kod pellgomz 963
    Kenrouedad .sy

    Siria (Arabeg : سوريا), Republik Arab Siriat (Arabeg: الجمهورية العربية السورية) hec'h anv ofisiel, a zo ur vro er Reter-Nesañ. Harzoù he deus gant Liban war-du ar c'hornôg, Israel war-du ar mervent, Jordania war-du ar su, Irak war-du ar reter ha Turkia war-du an norzh. Israel a zalc'h uheldirioù ar Golan e mervent ar vro hag ur rendael he doa Siria gant Turkia a-zivout proviñs Hatay betek n'eus ket pell 'zo.

    Betek an XIXvet kantved e oa anvet Siria Bilad al-Cham (arabeg بلاد الشام). Bodañ a reas e-pad ur pennad Siria a vremañ, Liban a vremañ, Israel ha Palestina, hag un darn eus Jordania a vremañ, met pas proviñs Jazira. E-doug an Henamzer, ar broioù-se a oa Fenikia, Palestina, Asiria hag ul lodenn eus kornôg Mezopotamia.

    Eus ar gresianeg evit bro-Aram war ribl reter ar Mor Kreizdouar etre Egipt war du ar Su, Arabia war du ar reter ha Cilicia war du an norzh. Enderc'hel a rae un darn eus Mezopotamia ha rouantelezhioù Commajen, Sophene, hag Adiabenn, a voe, hervez Plinius an Henañ, anvet Asiria gwechall. E maread Plinus, avat e oa bet rannet an douar etre meur a broviñs roman : Judea (diwezhatoc'h Palestina) er pezh a zo hiziv Israel, Palestina ha Jordania, Phoenicia er pezh a zo hiziv Liban, Coele-Syria ha Mezopotamia.

    Kartenn Siria

    Enklaskoù arkeologiek o deus diskouezet eo Siria kavell ar sevenadurioù koshañ. War-dro keoded Ebla, dizoloet e 1973, en em astenne un impalaeriezh semitek vras a dizhe he harzoù Turkia en norzh hag ar Mor Ruz er reter etre 2500 kent J-K ha 2400 kent J-K.

    Dalc'het e voe ar vro gant ar Ganaaniz, an Hebraiz, an Arameiz, an Asiriiz, ar Vabiloniz, ar Bersed, an Armeniz, ar Romaned, Bizantion, an Arabed hag, evit darn anezhi, ar groazidi. Gant an Impalaeriezh Otoman e voe peuraloubet e 1517. Ur perzh bras he deus bet Siria en istor ar gristeniezh, rak war hent he c'hêr-benn, Damask, eo e voe gounezet Sant Paol d'ar feiz kristen. E Siria, en Antiok, e voe diazezet ar gumuniezh kristen gentañ er-maez eus Jeruzalem.

    Damask a zo unan eus ar c'hêrioù koshañ er bed gant Varanasi ha Jeriko. Diazezet etre 8 000 ha 10 000 bloavezh 'zo hag atav eo bet annezet abaoe. Gant ar vuzulmaned e voe aloubet e 636, goude emgann Yarmouk, ha da gêr-benn an impalaeriezh Omayad. Kêr-benn ar bed islamat e chomas betek 750 pa gemeras Baghdad he lec'h.

    D'ur gêr-benn broviñsel eus impalaeriezh ar vamlouked ez eas e 1260 ha distrujet e voe e 1400 gant Tamerlan a gasas un darn eus hec'h annezidi da Samarkand. Adsavet e voe ha kenderc'hel a reas da vezañ ur gêr-benn betek 1517 pa voe kemeret gant an Impalaeriezh otoman. Homañ a gontrollas anezhi betek 1917, war-bouez etre 1832 ha 1840 pa voe dalc'het gant Egipt.

    Kontrol an Impalaeriezh otoman a echuas pan antreas nerzhioù an Emsavadeg Arab e Damask e 1918, e fin ar brezel-bed kentañ. Ur rouantelezh arab dizalc'h a voe savet, Faisal he roue. Ne badas ket pell e ren, avat ha ret e voe dezhañ mont kuit pa aloubas ar C'hallaoued Siria d'an 23 a viz Gouere 1920 da rediañ ar mandad a oa bet roet dezho gant Kevredad ar Broadoù. Goude emgann Maysalun etre al lu siriat renet gant Yusuf al-Azmeh ec'h antreas an arme c'hall e Damask d'ar 24 a viz Gouere 1920.

    Gant un diorroadur armerzhel hag un arnevezadur eus an isframmioù e voe merket maread ar mandad. Ar santimant broadelour a greskas, avat, hag emsavadegoù niverus a darzhas, an holl anezho gwasket a-benn-krak.

    Goude faezhidigezh Frañs e 1940 ez eas ar vro dindan kontroll gouarnamant Vichy. He mirout a ra betek an aloubidigezh saoz (skoazellet gant ar C'hallaoued dieub) e miz Even 1941. Oberiantiz ar vroadelourien siriat a redias Frañs da dennañ kuit e soudarded e miz Ebrel 1946. Lezel a reas ar galloud etre daouarn ur gouarnamant republikan strollet e-pad maread ar mandad.

    Shukri al Quwatli, prezidant kentañ Siria goude an dieubidigezh, etre daou ofiser eus morlu ar Stadoù Unanet

    Ur feur-skrid a varc'hatas Siria gant Frañs e Gwengolo 1936. Mohammad Al-Abid a oa ar prezidant kentañ da vezañ dilennet gant ur vonreizh tost a-walc'h ouzh hini Frañs. Homañ a nac'has kadarnaat ar feur-skrid ha mirout a reas soudarded e Siria betek 1946. Shukri al-Quwatli a voe dilennet da brezidant pa voe roet he frankiz (dindan gwarez Frañs) d'ar vro goude ma voe bet kaset kuit soudarded Vichy. Kalz trubuilhoù a oa, avat, goude aet kuit al lu gall.

    Ur roll bihan a zo bet c'hoariet gant Siria er brezel-se. Er c'hontrol eus ar pezh a greder alies ne oa ket pal ar pennoù arab distruj Israel. Abdullah I eus Jordania hag Abdul Aziz eus Arabia Saoudat na gasjont nemet nerzhioù arouezek ha klask a raent da sioulat o fobl kentoc'h eget adkemer krog war Israel. Farouk Egipt a voe an hini nemetañ a glaskas, en un doare sirius, adkemer Palestina. Liban, Siria hag Iraq n'o doa ket tuioù da vrezeliñ.

    E Mae 1948, just kent ma kasas Siria soudarded e Palestina n'he doa nemet 4 500 a dud barrek da stourm hervez ar servijoù kuzh saoz. Hervez Glubb Pasha ne oa nemet 3 000 anezho hag hervez ar CIA ne c'helle ket Siria lakaat prest en tu-hont da 2 500 a dud.

    Faezhet e voe Siria e kêriadenn Samakh ha kibbutzim Degania A ha B war-du su al lenn Tiberiad, met gouest e voe da zerc'hel ur vandenn douar strizh e-kichen an harzioù hag e biz Palestina, war-dro Dan, ha teir enezennad e su, kreiz ha norzh Palestina. Skoazell an ALA a nac'has, avat, ar pezh a aotreas an Israeliz d'he diarbenn ha d'he c'has en tu arall d’an harzoù.

    Taolioù-stad

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Goude faezhidigezh 1949 e voe gwanaat ar gouarnamant gant un heuliad taolioù-stad hag e miz-du 1949 e kemeras Adib Shishakli ar galloud. E 1951 en em embannas prezidant goude dilennadegoù falset ha divodañ a reas ar parlamant.

    Goude diskar Adib Shishakli e-pad un taol-stad e 1954, ec'h erruas ur gouarnamant sokialour ha broadelour arab er galloud. Distabil e chomas ar vro, avat, ha goude trec'h Egipt e-pad Enkadenn Suez e 1956 e kendeuzas Siria ganti da vont d'ober ar Republik Arab Unanet.

    Ar Republik Arab Unanet

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ne voe ket an unvaniezh ur berzh avat. Goude un taol-stad nevez d'ar 28 a viz Gwengolo 1961 ec'h adgemeras ar vro he frankiz. An distabilder a gendalc'has avat betek ma stalias un taol-stad nevez ur strollad ofiserien eus an tu-kleiz er galloud : Kuzul Broadel ar Gourc'hemenn Dispac'hel. Gant ar Strollad Ba'ath e oa renet ar gouarnamant nevez.

    Ar Strollad Ba'ath a gemeras ar galloud en Iraq miz diwezhatoc'h ha kendivizioù a voe etrezi, Siria hag Egipt da adkrouiñ ur riez arab unanet. Ur referendom a zlee asantiñ d'an unvaniezh met ur raktres e chomas ha netra all. Eus an atroperezhioù ez eas kuit Egipt hag e miz Du 1963 e voe kaset kuit ar Strollad Ba'ath eus ar galloud en Iraq. E miz Mae 1964 ec'h aozas prezidant ur vonreizh hag envel a reas ur parlamant. Kaset kuit e voe e 1966, avat, gant un taol-stad aozet gant ur c'havailh eus ar Ba'ath.

    Ar gouarnamant sokialour lakaet er galloud gant taol-stad 1966 a voe gwanaet gant faezhidigezh 1967 a-enep Israel. E-pad ar Brezel a c'hwec'h devezh ec'h aloubas homañ ziwezhañ ar Golan a zo dalc'het ganti c'hoazh hiziv.

    C'hwitadenn an hanterourañs siriat e-pad enkadenn "Miz Gwengolo Du" a atizas ar bec'hioù e-barzh ar gouarnamant siriat ha d'ar 13 a viz gwengolo 1970 e voe kemeret ar galloud gant ministr an difenn, Hafez al-Assad.

    Soliad ar galloud

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Goude e daol-stad e savas Hafez al-Assad ur frammadur nevez evit ar vro. Ur parlamant nevez a voe anvet gant 87 eus an 123 sez dalc'het gant izili ar Ba'ath. Ar rest a voe rannet etre "renkadurioù poblek" hag un nebeud strolladoù bihan. E miz Meurzh 1971 e talc'h ar Ba'ath e gendalc'h rannvroel ha dibab a ra ur c'huzul gourc'hemenn ranvroel nevez. Ur referendom a gadarna ar ren nevez hag ur vonreizh nevet a voe savet e 1973.

    Brezel ar C'hipour

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E 1973 ec'h argasas Siria Israel asambles gant Egipt da adkemer ar Golan. Goude un nebeud berzhioù e voe faezhet al lu siriat gant ar arme israelat. Atroperezhioù bleniet gant Henry Kissinger a aotreas ar vro da adtapout un darn eus tachenn Siria ar pezh a livas ar gouarnamant evel un trec'h. Adalek 1973 eo sioul a-walc'h an talbenn zoken ma n'o deus ket sinet an div vro ar peoc'h.

    Hanterourañs e Liban

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    O koll brezel diabarzh Liban e oa ar gristenien varonek e 1976. D'o saveteiñ e kasas Siria 40 000 soudard met d'empleget er brezel ez eas buan tre. E-pad tregont bloavezh e viro Siria soudarded e Liban. E-pad ar pemzek bloavezh-se ma pado ar brezel diabarzh e stourmas Siria evit kontrolliñ ar vro ha disfontañ galloud Israel er c'hreisteiz. Goude diskar ar Jeneral Aoun e redias Siria ar c'habaloù libanat da sinañ emglev Taif e 1989.

    Siria a voe rediet da vont kuit eus Liban e 2005 goude muntr ar ministr kentañ Rafiq Al-Hariri.

    Kinnigoù ouzh ar ren

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Div wech e voe klasket diskar ren aotrouniek Hafez Al-Assad. Etre 1976 e 1982 ec'h enebas ar Breudeur Muzulman outañ. Daelañ a rae likter ar strollad Ba'ath ha galloud an Alawied a gavent disivouder. E 1982 en em emsavas ha derc'hel a rejont Hama e-pad un nebeud devezhioù. Gant a lu e voent gwasket, avat.

    E 1984 e klaskas Rifaat al-Assad, breur da Hafez Al-Assad, kemer ar galloud gant skoazell an nerzhioù surentez a oa kontrollet gantañ tra ma oa e vreur en ospital. C'hwitañ a reas war e daol ha mont en harlu a voe ret dezhañ.

    Brezel ar Pleg-mor

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E-kerzh Brezel kentañ ar Pleg-mor e kemeras Siria perzh. Goude faezhidigezh Saddam Hussein e kemmas, evit ur c'houlzad, Siria he folitikerezh e-keñver Israel hag ar broioù arab arall. Kendaelioù a grogas gant Israel met c'hwitañ a rejont.

    Marv Hafez al-Assad

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    D'ar 10 a viz Even 2000 e varvas Hafez al-Assad goude 30 bloavezh er galloud. Un nebeud eurvezhioù goude e varv e cheñchas ar parlamant ar vonreizh da aotren e vab Bashar al-Assad da zont da brezidant nevez. Kadarnaet e voe e anvidigezh gant ur referendom d'ar 10a viz Gouere 2000.

    2000 - bremañ

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    En e brezegenn gentañ dirak Kuzul ar Bobl, d'ar 17 miz Gouere 2000 e prometas Bashar al-Assad adreizhadurioù politikel hag e-pad ur prantad a anvor "Nevezamzer Damask" (gouere 2000 - c'hwevrer 2001) e krogas izili an enebouriezh zemokratel da vanifestiñ. O oberiantizoù a waskas ar gouarnamant zoken ma chom nebeutoc'h mac'hus eget dindan ren Hafez Al-Assad. Aotret e oa bet a internet hag ar pellgomzerien hezoug hag un nebeud strolladoù-enebouriezh a voe bet savet.

    Monet a reas an traoù war-gil buan a-walc’h o vezañ ma c’houlenne an eneberezh politikel re a araokadennoù ha m’en doa aon Bashar al-Assad, levezonet sur mat gant "gward kozh" ar strollad Baath, evit stabilded e vro.

    Merket e voe pennrenerezh Bashar al-Assad betek 2011 gant emdennadeg an arme sirian diouzh Liban etre 2001 ha 2005 hag an tamalloù a-zivout marv Rafic Hariri.

    Brezel-diabarzh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    * Pennad spisoc'h: Brezel diabarzh Siria

    Da geñver (pe un tammig da heul) an nevez-amzer arab e savas e vouezh hag en em savas ul lod ag ar boblañs a-enep d’ar renad baathour adalek miz Meurzh 2011 (er c’hêrioù bras). Taget e voe savadurioù ofisiel ha re ar strollad. Bashar a c’hourc’hemennas neuze ma voe moustret an emsavadeg (kalz a sunnaaded a gemer perzh enni). Evit respont d’ar gostezenn enep ec’h aozas aduidi ar renad manifestadegoù bras o tiskouez splann an dispartioù politikel, kenelel ha diwar gredenn (meur a relijion zo e Siria) e-mesk ar Sirianed. E 2013 e seblant an traoù bout stanket da vat gant ur brezel-diabarzh krisoc’h-krisañ hag ur pouez brasoc’h eus an islamourion djihadour e-mesk an eneberezh milourel. Evit ul lodenn vat ag ar boblañs e vir Bashar al-Assad gwirioù ar minorelezhioù gourdrouzet herveze gant ar muianiver sunnaat.

    Proviñsoù Siria

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E 14 gouarneriezh pe muhafazat (unander: muhafazah). Gant ur gouarner anvet gant ar Prezidant goude ur c'hinnig eus Ministr an Diabarzh. Gant ur c'huzul dilennet eo skoazellet-eñ.

    1. Damask
    2. Rif Dimashq
    3. Quneitra (un darn anezhi a zo dalc'het gant Israel)
    4. Dara
    5. As Suwayda
    6. Homs
    7. Tartous
    8. Latakia
    9. Hama
    10. Idlib
    11. Aleppo
    12. Ar Raqqah
    13. Dayr az Zawr
    14. Al Hasakah
    Proviñsoù Siria.
    Proviñsoù Siria.