Atant

Eus Wikipedia
En Izelvroioù, 1872

Un atant (pe menaj, pe tiegezh) zo ul lec'h war ar maez ma vez labouret douar ha savet loened.

Hervez ar broioù e kemm ar pezh a vez gounezet en douar : ne vez ket gounezet orañjez, gwini na kafe e pep atant.

E Breizh gwechall e veze labouret an douar gant kezeg, gounezet ed en douaroù mat, segal pe ed-du en douaroù paour, legumaj war an aod, patatez e pevar c'horn ar vro, ha savet saout ha moc'h e pep atant. Ret e oa d'an atant magañ tud an atant da gentañ, ha gwerzhet e veze pezh a c'halled

Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus kemm bras. En atantoù zo e saver saout evit gwerzhañ o laezh dreist-holl, e re all evit gwerzhañ o c'hig. Pa vez moc'h e vez gounezet maiz evit o magañ, pa ne oa ket er vro a-raok an Eil Brezel-bed.

Geriaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz gerioù zo e brezhoneg da envel un atant.

Rannoù an atant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit al loened

Aar marchosi, kraou ar moc'h ha hini ar saout, kouldri

Evit ar binvioù

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]