Buoc'h
Ur vuoc'h (liester : saout pe bioù) a vez graet eus ul loen daskirier, kornek, bronnek ha pevarzroadek a zo mamm al leue. Savet e vez ar saout evit o laezh pe o c'hig, hag evit kaout leueoù diwarno.
A leue da vuoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa vez halet ar vuoc'h e vez maget he leue ganti: denañ e vamm a ra al leue ken na deuio ar c'houlz d'e zizonañ. Neuze e vo dispartiet ar c'holeed (tirvi yaouank) diouzh an annoared, pe onnered, ar saout yaouank.
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En holl vroioù pe dost e vez savet saout. A drugarez d'ar sevel-bioù ez eus kantmilionoù a saout er bed a-bezh; Ma konter saout, tirvi, ejened, e c'haller lavarout ez eus 1 miliard 300 milion a bennoù chatal er bed.
Maesa ar saout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwechall, ha betek dibenn ar bloavezhioù 1950, e veze maesaet ar saout gant ar vugale, pa vezent lakaet da labourat abred, evel a veze graet abaoe an Henamzer. Ar paotr-saout a veze graet eus ar paotr a veze lakaet d'ober al labour.
Bremañ e vezont lakaet e parkoù gant orjal tredan tro-dro. Pa oa erruet an nevezinti er vro e veze lavaret paotr-saout elektrik anezhi.
Laezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Breizh eo a-bouez ar sevel-saout abalamour d'al laezh a vez implijet d'ober amann dreist-holl. Goro ar saout a veze graet gwechall gant an dorn, hag a oa labour ar merc'hed. Hiriv e vez graet gant mekanikoù, en ur c'hraou a vez graet sal-c'horo anezhi.
Tamm ha tamm avat eo aet war goazhañ lec'h an amann e buhez an dud.
Troioù lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chom war chafod ar saout: chom war an douar, hep mont war vor
- Komz galleg saout: galleg fall
- Hemañ zo evel buoc’h ar paour, na c’houlenn na gourvez na sevel, TBP
- Buoc’h da zeskiñ: gorrek da zeskiñ
Lavaredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bezañ evel buoc’h Yann gaezh, n’he devoa na leue na laezh.
krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pa larer hei! d’ar vuoc’h a ya a-raok Hel larer da doud ar vandenn.
- Diouzh he dent e vez goroet ar vuoc’h.
- Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat Ma skuilh he laezh gant un taol troad?
- Peoc'h! peoc'h! Lost ar vuoc'h Zo ganeoc'h!
- Diouzh an aez Eo kas ar saout er-maez.
- Roit d’ar saout boued fraezh (= yac’hus) Hag e savo dienn war al laezh.
- Ar saout a zebr lann A vez druz o amann.
Gerioù kar dre ar ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- bevin: kig bevin zo gwelloc'h eget kig saout
- bioù: saout
- brezhoneg saout: brezhoneg diwar ar maez, mat da gomz eus saout
- brochoù: anv fentus roet d'ar saout; un aotrou kaoc'h-brochoù zo un den diwar ar maez, dizesk ha dizoare
- bual: loen kar d'ar vuoc'h
- bugen: kroc'hen buoc'h
- bugel: kar eo ar ger d'ar ger buoc'h; evit doare eo ga:buachaill anv ar paotr-saout en iwerzhoneg;
- ejen: tarv diskellet
- leue
- saout-kig : savet evit o c'hig
- saout-laezh: savet evit o laezh
- tarv: parv ar vuoc'h.