Orjal

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Orjal

Ur ster all a zo : sell ouzh orjal (metal), kendeuzad ar c'houevr hag ar zink.

Un orjal(enn) (liester orjaloù) a zo un neud pe un tortis graet e metal. P'eo bet graet en derou diorren an tredan meur a orjal gant kendeuzad ar c'houevr hag ar zink evez vez anvet orjal ar c'hendeuzad-se ivez. Fardet e vez an orjalennoù e pep seurt kendeuzad metal, ar c'houevr an hini stankañ, hag e fibrennoù gwer ivez.

Plezhañ an neudennoù tredan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An araokadenn vrasañ a zo bet evit kas an tredan eo bet kavadenn ar mekanikoù da blezhañ un teskad neudennoù ken e c'helle tremen un tredan uheloc'h e dennder drezañ. Evel-se eo bet krouet an orjaloù.

Orjaloù evit an tennder izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fardet e vez orjaloù kenahelet evit redoù tredan izel o zennder, peurvuiañ evel ar skinwel hag ar urzhiataerezh. Graet e vezont gant ur c'halon gant gant un neudenn e kouevr izolet ha tro-dro dezhi ur blezhenn neudennigoù fin-tre. Ar re orjaloù gwedennet a vez graet eus ar seurt orjal arbennig-mañ.

Orjaloù evit degas ar gremm tredan dindan un tennder uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An orjaloù evit kas ar gremm tredan dindan un voltaj uhel a zo graet gant un neudenn dir en o c'halon, ur c'holoenn aluminium war he zro.

Implij an orjalennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez graet un orjalenn gant meur a neud-orjal, div d'an nebeutañ pa vez ret kas an tredan evel-se. Gwechall pa veze an ar pellskriver (an "telegraf") e veze dibunet un neudenn-orjal hepken (distro an tredan a dremene en douar). Er c'hontrol e vez tesket kementadoù a orjaloù evit degas an tredan da lies a implijerien, evel m'eo graet evit an orjalennoù pellgehentiñ. Da skouer e vez fardet orjaloù tortiset gant kantadoù neudennoù evit sevel ur rouedad pellgehentiñ er bed a-bezh, lod anezho dindan ar morioù. Sell ouzh orjal dindanvor.

Gerioù gant orjal enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sell ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]