Buoc'h

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ur vuoc'h hag he leue o tenañ
Ur vuoc'h o peuriñ gant he leue

Ur vuoc'h (liester : buoc'hed, buoc'henned ; bioù evit ar re a zo maget da reiñ laezh), a vez graet eus parez ar spesad Bos taurus, a zo loened daskirier, kornek, bronnek ha pevarzroadek. Savet e vez ar buoc'hed evit o laezh pe o c'hig, hag evit kaout leueoù diwarno.

A leue da vuoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez halet ar vuoc'h e vez maget he leue ganti: denañ e vamm a ra al leue ken na deuio ar c'houlz d'e zizonañ. Neuze e vo dispartiet ar c'holeed (tirvi yaouank) diouzh an annoared, pe onnered, ar buoc'hed yaouank.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En holl vroioù pe dost e vez maget buoc'hed. A-drugarez d'ar sevel-bioù ez eus kantmilionoù a vuoc'hed er bed a-bezh ; mar konter an holl saout : buoc'hed, tirvi, ejened, e c'haller lavarout ez eus 1 miliard 300 milion a bennoù chatal er bed.(Daveoù a vank)

Maesa ar saout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall, ha betek dibenn ar bloavezhioù 1950, e veze maesaet ar saout gant ar vugale, pa vezent lakaet da labourat abred, evel a veze graet abaoe an Henamzer. Ar paotr-saout a veze graet eus ar paotr a veze lakaet d'ober al labour.

Bremañ e vezont lakaet e parkoù gant orjal tredan tro-dro. Pa oa erruet an nevezinti er vro e veze lavaret paotr-saout elektrik anezhi.

Laezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh eo a-bouez ar sevel-saout abalamour d'al laezh a vez implijet d'ober amann dreist-holl. Goro ar saout a veze graet gwechall gant an dorn, hag a oa labour ar merc'hed. Hiriv e vez graet gant mekanikoù, en ur c'hraou a vez graet sal-c'horo anezhi.

Tamm-ha-tamm avat eo aet war goazhañ lec'h an amann e buhez an dud.

Troioù lavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Chom war chafod ar saout : chom war an douar, hep mont war vor.
  • Komz galleg saout : galleg fall.
  • Hemañ zo evel buoc’h ar paour, na c’houlenn na gourvez na sevel (Le Trésor du Breton parlé)
  • Buoc’h da zeskiñ : gorrek da zeskiñ.

Lavaredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bezañ evel buoc’h Yann gaezh, n’he devoa na leue na laezh.
Krennlavaroù
  • Pa larer hei! d’ar vuoc’h a ya a-raok Hel larer da doud ar vandenn.
  • Diouzh he dent e vez goroet ar vuoc’h.
  • Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat
Ma skuilh he laezh gant un taol troad ?
  • Peoc'h! peoc'h! Lost ar vuoc'h
Zo ganeoc'h ! (Emañ ar gwir ganeoc'h)
  • Diouzh an aez
Eo kas ar saout er-maez.
  • Roit d’ar saout boued fraezh (= yac’hus)
Hag e savo dienn war al laezh.
  • Ar saout a zebr lann
A vez druz o amann.

Gerioù kar dre ar ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • bevin : kig bevin zo gwelloc'h eget kig saout
  • brochoù : anv fentus roet d'ar saout ; un aotrou kaoc'h-brochoù zo un den diwar ar maez, dizesk ha dizoare
  • bual : loen kar d'ar vuoc'h
  • bugen : kroc'hen buoc'h
  • bugel : kar eo ar ger d'ar ger buoc'h, dre ar wrizienn henvrezhonek bu-, "loen kornek" ; diwar ar c'hentkeltieg *boukolios, diwar *bouk "loen kornek" hag ul lostger a dav "kas", alese (cy) bugail ha (ga) buachaill ; (kw) bugel en deus miret ar ster "maesaer" hepken — flogh eo ar ger evit hor "bugel".
  • ejen : tarv diskellet
  • saout-kig : savet evit o c'hig
  • saout-laezh: savet evit o laezh


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger buoc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.