Kerne
Gant ar ger Kernev e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kernev (disheñvelout).

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kerne (pe Kernev), Bro-Gerne (pe Bro-Gernev) a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. Kerneviz a vez graet eus an dud.
Tachenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En em astenn a ra en div drederenn eus Su Penn-ar-Bed, met un nebeud kumunioù eus ar Mor-Bihan (tro-dro da C'hourin) hag un toullad brav a gumunioù eus mervent Aodoù-an-Arvor (adalek Mur betek Menez Are) zo e Kerne ivez. Kêr-benn ar gontelezh kozh hag an eskopti eo Kemper. Sellet e vez ouzh brezhoneg Kerne evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'hKLT (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).
Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini Kernev-Veur : "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e Galia (Domnonea, da skouer, Devon). E latin e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 2 569 skoliad (8,2 % eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1].
Kerne-Izel, Kerne-Uhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre vras e vez graet Kerne-Izel eus an arvor, gant ar Vro-C'hlazig, ha Kerne-Uhel eus an argoad.
Kerne hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
218 kumun a zo e Bro-Gerne an deiz hiziv (Niveradeg 2007 : 477 308 a annezidi[2]. Gorread : 5 975 km²).
Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nav bro gozh Breizh | ![]() |
---|---|
Bro-Zol – Bro-Gwened – Bro-Gerne – Bro-Leon – Bro-Naoned – Bro-Roazhon – Bro-Sant-Brieg – Bro Sant-Maloù – Bro-Dreger |
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |