KLT
Neuz
KLT zo :
- unan eus doareoù-skrivañ ar brezhoneg, an doare-skrivañ KLT, krouet e 1908, hag a veze implijet evit skrivañ brezhonegoù Kerne, Leon ha Treger, hag a voe kemeret e lec'h tamm-ha-tamm gant ar peurunvan adalek 1941,
- ur ger deveret, kaelte, dismegañsus a-wechoù, er brezhoneg komzet e meteier zo e Bro-Gwened, da ober anv, dre aezamant ha dre fazi, eus kement tra vrezhonek e-maez Bro-Gwened;
- ur gevredigezh sevenadurel eus korn-bro Montroulez, KLT (kevredigezh), anvet evel-se dre m'emañ o labourat en un tolead a zo a-c'haoliad war broioù kozh Kerne, Leon ha Treger.