Mont d’an endalc’had

Menez Are

Eus Wikipedia
Ur pennad Arre zo ivez.
Menez Are
massif, Aradennad venezioù
Aradennad menezioùTorosad Arvorig Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPenn-ar-Bed Kemmañ
Lec'hiadurBreizh Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°26′0″N 3°55′0″W Kemmañ
Poent uhelañRoc'h Ruz Kemmañ
PrantadPaleozoeg Kemmañ
Map

An Are, pe Menez Are, a zo unan eus an teir aradennad venezioù bennañ zo e Breizh, etre Skrignag ha Sizun. Un darn eus torosad Arvorig eo, en em furmet e-pad ar paleozoeg. Er c'hontrol d'an Torosad Kreiz ne oa ket bet adsavet gant ar roufenn alpek hag al leinoù uhelañ anezhañ ne dizhont ket 400 metr, rak 385 m hepken eo ar gern uhelañ, hini ar Roc'h Ruz. Un diforc'h a vez etre al leinoù roc'hellek, dezho anv Roc'h a-wechoù (Roc'h Trevezel, Roc'h Tredudon) hag ar re ront anvet menez peurvuiañ.

Lanneier ha koadegi bras a vez kavet eno hag ivez taouarc'hegeier.

Warno emañ an harz etre Bro-Leon ha Bro-Gerne.

Lec'hiet eo Menez Are war gumun Berrien, Boneur, Brenniliz, Brasparzh, Hañveg, Kommanna, An Uhelgoad, Ar Fouilhez, Ar C'hloastr-Plourin, Lokeored, Plouneour-Menez, Sant-Riwal ha Skrigneg.

El lanneier koulz hag er c'hoadeier ez eus gwenodennoù ha hentoù evit bale, mont gant ur marc'h-houarn pe war-varc'h en un natur gwarezet. Tremen a ra an hent-bale hir 37 hag an hent-bale 380 eno ivez.

E-barzh Park natur rannvroel Arvorig emañ Menez Are.

Leinoù uhelañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roc'h Trevezel

Hag ivez mirlec'h Sant-Mikael, lenn an Dreneg ha lenn an Uhelgoad.

Ha pa ne vefe ket gwall bell ar mor e ren er Menez Are un mikrohinad eus ar menezioù gant avelioù hag a c'hwezh kreñv ha goañvezhioù yen ha glavek.

Mammennoù a-leizh a zo eno ha stêrioù-aod ma 'z eo mat kalite an dour. Daoust ma ne weler ket an dour atav emañ e pep lec'h evelato.

C'hoari a ra linenn ar c'hribennoù e-leizh a rolloù. Harzoù douaroniel, mont a reont d'ober ur gael hag a harz ar c'houmoul, setu perak e ra kalz a c'hlav. Bez'ez eo ivez linenn disparti an doureier. Hervez an dinaou e red an doureier war-zu Mor Breizh en norzh ; er su ez eont war-zu morlenn Brest (meurvor Atlantel).

Plant ha loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El lanneier : gouennoù brug, raden... Lan, gwez-sapr...

Er c'hoadeier : derv, faou...

Ar Yeun Elez zo un takad taouarc'hegi hag a ro bod da loened ha da blant gwarezet (skouled glas, dourgon Europa, drozereged).

Gwallreuzioù naturel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tanioù-gwall bras en hañv 2022 en deus distrujet ouzhpenn 2200 hektar a lanneier hag a goadeier.

Ar gorventenn Ciarán en deus distrujet kalz gwezennoù er c'hoadoù e miz Du 2023.

Sevenadur poblek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet mat e mojenn an Ankoù, mevel ar marv, hag e garrigell wigourus.

Ar Yeun Elez, ur c'hornad leun a istorioù hag a vojennoù, a zo test eus ankenioù hag aterserezhioù an dud el lec'hioù-se.

Petra a ra al louarn pa en devez kac'het war menez Are? - Serriñ e revr ha mont adarre.

« Ar menezioù-se ha n'int ket menezioù ken o deus soñj bezañ bet. »

Anatol ar Braz