Menez Kador
Menez Kador | |
---|---|
Douaroniezh : | |
Uhelder : | 384,91 m |
Aradennad : | Menez Are |
Bro: | ![]() |
Rannvro: | Bro-Gernev, Bro-Leon |
Isrann : | Penn-ar-Bed |
kemmañ ![]() |
Menez Kador pe c'hoazh Tuchenn Gador pe c'hoazh Torgenn Gador, pe Tuchenn ar Mouilc'hi[1], eo eil beg uhelañ Breizh. E Menez Are emañ. War hanter emañ etre kumun Boneur e Kernev ha Sizun e Leon. Hervez an enklask diwezhañ e tap 384,91 m.
Graet e vez Roc'h ar Gudonezed eus ar c'hleger a zo e penn krec'h ar menez.
War ar c'hartennoù kozh gallek e veze kavet gwechall ar stumm Signal de Toussaines, ne oa nemet ar ger tosenn pe tuchenn treuzkomprenet.
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E-barzh "E Skeud Tour Bras Sant Jermen", gant Yeun ar Gow ( eil emb. Al Liamm, 1978, p. 14.) e lenner : Pa seller etremek ar c'hreisteiz, he deus doare Tuchenn Sant Mikael da vezañ stag ouzh Tuchenn ar Mouilc'hi, anvet c'hoazh Menez Kador. —