Menez

Eus Wikipedia

menez
Iskevrennad euselevation, natural geographic object Kemmañ
Rann eusAradennad venezioù Kemmañ
Studiet gantgeomorphology Kemmañ
Roll elfennoùlist of mountains Kemmañ
Model itemMenez Everest, K2, Table Mountain, Matterhorn, Olimpos Kemmañ
Arouezenn Unicode, 🏔, ⛰️ Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from mountains Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of mountains Kemmañ
Menez Denali en Alaska (Stadoù-Unanet), gwelet an diliveadur etre e ziaz hag e lein en un doare na gaver neblec'h all war an Douar.

Ur menez a zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez' ez eus menezioù war 24% eus gorread an Douar (52% eus hini Azia, 36% eus hini Norzhamerika, 22% eus hini Suamerika, 17% hini eus Europa). Un den diwar 10 zo annezet er menezioù (graet e vez menezidi anezho). Ar stêrioù pennañ zo lec'hiet o mammennoù er menezioù peurvuiañ, ken e teu an hanter eus an dour evit an dud eus ar menezioù.

Uhelder ar menezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor ha live o leinoù.

Ar menez uhelañ war zouar eo Menez Everest, dezhañ 8 848 m e uhelder ha lec'hiet en aradennad-venezioù ledanañ er bed.

Gallout a reer klask rekordoù uhelder all:

  • Ar menez pellañ eus kreizenn an Douar eo ar Chimborazo, rak bolzennet eo an Douar a-hed ar C'heheder. Ha koulskoude gant 6 272 m, n'eo ket al lein uhelañ en e aradennad-venezioù, an Andoù. Hag evit gwir emañ an Everest tostoc'h da greizenn an Douar (un diforc'h 2 150 m a zo kenetrezo)
  • Al lein a zo an hini pellañ eus e ziaz eo ar menez-tan Mauna Kea, hemañ 9 000 m a-us da foñs ar Meurvor Habask m'eo staliet warnañ.
  • Ar menez uhelañ er sistem heolel eo Mons Olympos war Meurzh, dezhañ 26 km a uhelder.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]