Mont d’an endalc’had

Menez Everest

Eus Wikipedia
Menez Everest
Menez Everest
Tu norzh an Everest dirak ar c'hamp diazez e Tibet (poltred gant Luca Galuzzi, 2006)
Anv er vro सगरमाथा (Sagarmāthā e nepaleg), ཇོ་མོ་གླང་མ (jo mo (g)lang ma e tibeteg) ha 圣母峰 (shèngmǔ fēng e sinaeg) pe 珠穆朗玛峰 (zhūmùlǎngmǎ fēng)
Douaroniezh
Menez Everest
lec'h ar Menez Everest
Uhelder 8 848,86 metr
Aradennad Mahalangur Himal, Himalaya
Ledred 27° 59′ 18″ norzh
Hedred 86° 55′ 31″ reter
Melestradurezh
Bro Banniel Nepal Nepal
Banniel Tibet Tibet
( Republik Pobl Sina)
Isrann Distrig Solukhumbu, Rannvro Emren Tibet
Hent kern ar menez
Pignet da gentañ D'an 29 a viz Mae 1953 gant Edmund Hillary ha Tensing Norgay
Hent aesañ Boulc'henn su adalek an Nepal
Geologiezh
Oad Eosen
Mein El lein : Mein gouelezennek
Sichenn : Mein metamorfek
Seurt Pikern piramidennek


Menez Everest (Chomolangma pe Qomolangma e tibeteg, Zhūmùlǎngmǎ Fēng pe Shèngmǔ Fēng e sinaeg, Sagarmatha e nepaleg, Mount Everest e saozneg) eo ar menez uhelañ er bed, gant 8 848 metr uhelder. Emañ war an harzoù etre Tibet ha Nepal en Himalaya.

Meur a anv a oa anavezet evit ar menez-se gwechall, an hini anavezetañ anezho o vezañ an anv tibetek Chomolangma, a gaver war ur gartenn embannet e Pariz e 1733 gant an douaroniour gall Jean-Baptiste Bourguignon d'Anville.

Andrew Waugh, un ofiser saoz karget da gartennaouiñ India, an hini a gavas e oa ar menez-se an hini uhelañ en tolead, e-kreiz an XIXvet kantved. Pa oa meur a anv roet dezhañ e yezhoù ar c’hornad e reas “Peak XV” anezhañ da gentañ, a-raok divizout reiñ dezhañ an anv “Menez Everest”, diwar anv e ziagentad, ar c’horonal kembreat George Everest. E 1856 e voe muzuliet uhelder ar “Peak XV” gant Andrew Waugh ha n’eo nemet e 1865 e voe degemeret da vat an anv “menez Everest” evitañ gant ar “Royal Geographical Society”. Da gentañ e oa savet George Everest a-enep ar c’hinnig-se ; lavarout a rae e oa ret mirout d’ar menezioù o anvioù hengounel e yezhoù an tolead, anvioù a c’halle bezañ distaget gant tud ar vro. Bremañ eo anavezet evel “menez Everest” e kalz a yezhoù avat.

E tibeteg e vez graet Chomolangma pe Qomolangma eus ar menez, ar pezh a dalvez kement ha "Mamm santel". E sinaeg e vez treuzskrivet an distagadur tibetek evel Zhūmùlǎngmǎ Fēng (珠穆朗玛峰|t=珠穆朗瑪峰), pe treuzskrivet e vez ar ster evel Shèngmǔ Fēng (圣母峰|t=聖母峰), a dalvez ivez kement ha "Mamm santel". Er bloavezhioù 1960 e voe divizet gant gouarnamant Nepal reiñ d'ar menez Everest un anv nepalek : Sagarmāthā (« penn an oabl »). Ne oa anv nepalek ebet gantañ a-raok, rak an dud e traoñ ar menez a rae gant Chomolangma, an anv tibetek, ha dianav e oa ar menez Everest e traoñienn Kathmandu hag en toleadoù ma vez kaozeet nepaleg. Met fellout a rae d’ar gouarnamant kaout un anv nepalek evit ar menez-se, gant e c’hoant da "unvaniñ ar vroad".

Krimpañ ouzh ar menez Everest

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zen a glaskas pignat gant ar menez uhel-se a-raok an Eil Brezel-bed, an darn vrasañ anezho eus Breizh-Veur, dre ma ne oa ket aotre da grapañ war ar menez eus tu Tibet ha ma oa Nepal, en tu all, en Impalaeriezh Breizh-Veur da neuze. E-pad unan eus an ergerzhadegoù-se, e 1924, e varvas George Mallory hag Andrew Irvine pa oant o klask tizhout al lein, ha ne ouzer ket daoust ha deuet e oant a-benn eus o zaol a-raok mervel. E 1999 e oa bet adkavet korf Mallory.

Ar re gentañ a dizhas lein ar menez eo Edmund Hillary ha Tenzing Norgay d’an 29 a viz Mae 1953. Abaoe ez eus bet e-leizh a dud all o deus tizhet lein ar menez Everest. Hervez kont eo aesoc’h mont betek lein an Everest eget tizhout lein kernioù all evel K2 ha Nanga Parbat. Daoust da se n’eo ket un dra aes, rak diaesterioù analañ a zeu diwar an distank m’eo an aer en uhelderioù-se, ouzhpenn 8 000 metr. Meur a zen zo bet o krimpañ ar menez Everest neuze gant sikour boutailhadoù oksigen. Ha ral eo ar re evel Edmund Hillary ha Tenzing Norgay pe, nevesoc’h zo, Reinhold Messner ha Peter Habeler (e 1978) zo aet betek al lein hep ar sikour-se. Bahadur Sherchan, un den 76 vloaz eus Nepal, eo an hini koshañ zo bet o tizhout al lein ha kement-se en doa graet d’ar 25 a viz Mae 2008.