Konk-Kerne
Konk-Kerne
| ||
---|---|---|
![]() Ar gêr gloz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Concarneau | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Konk-Kerne (pennlec'h) | |
Kod kumun | 29039 | |
Kod post | 29900 | |
Maer Amzer gefridi | André Fidelin 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Konk-Kerne Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 20 209 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 492 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 6 m bihanañ 0 m — brasañ 106 m | |
Gorread | 41,08 km² | |
kemmañ ![]() |
Konk-Kerne a zo ur gumun eus Breizh, war aod ar Meurvor Atlantel. Pennlec'h kanton Konk-Kerne eo. Brudet eo bet evel ur porzh-pesketaerien. Hiziv e vez gweladennet ar gêr gloz.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En erminig e deir c'hadvouc'hal en gul, peuliet ha treustellet. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Konk a oa un enezennig e parrez Beuzeg-Konk. Adalek an XIIIvet kantved e teuas Konk (Konk-Kerne) da vezañ ur porzh bras hag ur gêr vras, gant mogerioù-difenn en-dro dezhi. Un drev eus Beuzeg-Konk e oa koulskoude, ha ne zeuas da vezañ distag nemet goude an Dispac'h gall, e 1801. E 1793 e oa bet krouet div gumun distag, Beuzeg-Konk ha Konk-Kerne.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Kerdrain, kure[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 298 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,10% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Korventenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: mervel a ra 21 pesketour eus Konk-Kerne abalamour d'ar gorventenn[4].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stagidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1945 e oa bet staget kumun Beuzeg-Konk ouzh kumun Konk-Kerne.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 28 a viz Mezheven 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1999.
- E distro-skol 2022 e oa 105 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (7,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7]
- Ar vagouri À La Rue Béole he deus sinet live 1 karta Divskouarn.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[8],[9]. E 1900 e voe dibabet e lec’h gant ar c’huzul-kêr; dioueliet e voe d’an 11 a viz Du 1920[10].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 |
![]() |
1 |
![]() |
1 |
Hollad | 3 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil Brezel-bed[11].
Bez-brezel ar C'hommonwealth e bered Lanrieg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 (Aerlu) |
Hollad | 1 |
Karrnijour e oa. Marvet eo d'an 29 a viz Gwengolo 1940, e-pad an Eil Brezel Bed[12]. Mervel a reas pa gouezhas e garr-nij (Beaufort Mk I marilhet W6493 ha kodet N1149) er mor[13].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1817: Yann-Vari ar Brizh, nijour
- 1944: Jean-Paul Ollivier, kelaouenner
- 1946: Jean Kerhervé, istorour
- 1954: Yann-Fañch Jacq, embanner ha skrivagner brezhonek
- 1965: Michel Desjoyeaux, merdeer
- 1970: Stéphane Guivarc'h, melldroader
- 1970: David Le Gac, broder
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arzourien bet awenet gant Konk-Kerne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livourien: Henri Barnoin, Emma Herland
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Senne Bielefeld | 1969 |
![]() |
M'bour | 1977 |
![]() |
Pennsans | 1982 |
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darvoudoù sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 10 a viz Gouere 1982 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kankaven ha Konk-Kerne ; trec'h eo Pol Verschuere (Belgia).
- 11 a viz Gouere 1982 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Konk-Kerne ha Kastellin ; trec'h eo Frank Hoste (Belgia).
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ La Dépêche de Brest et de l'Ouest, 24 a viz Gwenholon 1930
- ↑ "Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ In Memories
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes R.A.F Finistère