Marsel Guieysse

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Marcel Charles Guieysse, brezhonekaet e Marsel Guieysse, bet ganet d'an 21 a viz Eost 1881 e Kervelean Kerentrech e Kaodan (Mor-Bihan, Breizh), hiziv e Lannarstêr, hag aet da Anaon d'an 8 a viz C'hwevrer 1967 d'an oad a 86 vloaz e Vitry-sur-Seine (Val-de-Marne a-vremañ, Bro-C'hall) a oa ur broadelour breton.

Buhez Marsel Guieysse[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Pierre-Paul Guieysse, ministr an trevadennoù etre 1895 ha 1896, Kannad radikal ha républikan eus Bro Gwened, is-prefet Sarlat ha goude-se e Vire (Calvados) etre 1905 ha 1911 ha da Jeanne Louise Aline Marguerite Juif.

Skoliataet eo bet el lise Montaigne ha Louis le Grand, kenderc'hel a ra gant studioù war ar Gwir betek tizhout un Aotreegezh. Mont a raio etrezek studiañ en Institut des Hautes Études.

Eno e studio ar yezhoù keltiek gant Henri Gaidoz ha Joseph Vendryès.

Heuliañ a raio e dad a oa is-prefed e Sarlat hag e Vire. Bet eo bet stag da kuzulva prefed Seine-et-Oise. Dimeziñ a raio gant Marie Anglas (1878-1976) [1] d'an 21 a viz ebrel 1904 e ti kêr ar pemvet arondisamant e Pariz [2] .

E 1907 e voe ganet e verc'h Denise Guieysse a zeuio gant an amzer da vezañ e genlabourerez leal. Rediet ez eo da reiñ e zilez goude un emgann kleze daou-ha-daou gant ur ministr en dije bet kunujennet e dad.

Er bloavezh 1919 e klaskas adpakañ kador e dad er mouezhiadegoù depute met un taol kleze en dour e voe. Sekretour an aferioù estren e gemero perzh evit skrid-emglevioù harz-brezel Kroatia ha Slovenia.

Distreiñ a ra da vro C'hall evit kemer perzh e Feur-emglev Versailhez met siwazh dre ma grog da vezañ dall e vezo ret dezhañ paouezh gant e hent melestradurel.

Mont a ra neuze etrezek bezañ penn un ti-kretaat an hini Avenir Familial-Vie. Reiñ a raio ivez kentelioù lennegezh.

Stourm evit frankiz Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe e studioù e Pariz ez eo tommet ouzh stourm Breizh, kregiñ a ra gant an hent-se e 1925 hag ezel eo eus ar PAB (Strollad Emrenerien Vreiz) e 1929.

Er bloavezh 1936 ez eo e penn skour Pariz ar PNB (Strollad Broadel Breizh), ur benn dudenn eus an Emsav breizhat e teu da vezañ. Embann a ra al levr La langue bretonne: ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle.

D'ar 1añ a viz Genver 1937 gant harp e verc'h Denise Guieysse e ro lañs d'ar gazetenn viziek Peuples et Frontières. Skrivañ a ra enni testennoù e Brezhoneg hag e Saozneg o flemmañ politikerezhioù impalaerour bro C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet da geñver o minorelezhioù.

Etre Gouere 1938 ha Gouere 1939 e oa e-penn ar PNB (Strollad Broadel Breizh) gant Olier Mordrel hag Olier Chevillotte, war ar memes-tro ez eo sekretour-teñzorer ar strollad.

E miz Gwengolo 1939 ez eo distro gant e familh da Gaodan e ti orin ar familh Guieysse e Kervelean. Denise e merc'h a zo entanet bras gant stourm evit frankiz Breizh ha gant entant bras e sikour he dad hag a zo sekretour skour Bro Gwened ar PNB.

Kondaonet e-pad an "drol a vrezel" e kendalc'ho Marsel Guieysse da vont donoc'h-donañ gant hent ar stourm ar pezh na blij ket d'an holl pell alese ha dreist-holl d'e familh.

Marsel Guieysse hag ar Bezenn Perrot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Célestin Lainé e vezo krouer ar bagad-gward Bezen Perrot hag a genlabouras gant an Alamanted betek mont d'an emgann a-enep paotred ar strouezheg.

Heuliañ a raio leal hag e vuhez-pad e gamaraded Olier Mordrel ha Célestin Lainé memes pa zaio fall an traoù evit an Emsav.

Marsel Guieysse e fin an Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez e voe ar penn nemetañ eus Strollad Broadel Breizh a voe harzet goude ar brezel. Tapet en Alamagn gant an Amerikaned e voe roet d'ar C'hallaoued. Bez e voe an tamallad nemetañ e prosez L'Heure Bretonne d'an 18 a viz Even 1946.

65 bloaz, leal sonn e-pad e varnadenn er bloavezh 1946 ne glasko ket tec'hout rak e gablusted. E-pad ar prosez e tifenno uhel an Emsav breton hag ar Bezen Perrot.

War e seblant e klaske bezañ kondaonet d'ar marv ha dont da vezañ ur merzher dre ma oa unan eis pennoù broadelourien Breizh [3]. Kondaonet e vezo da 5 bloaz toull-bac'h, skrapet e vadoù ha divri broadel a-hed e vuhez. Ne voe ket kreñv ar varnadenn dre ma oa dall, klañv ha dre ma oa mab da Pierre-Paul Guieysse.

Dieubet e voe e miz Eost 1948 evit bezañ oberataet eus e zaoulagad. Distreiñ a raio d'an douaroù familh e Kervelan miz war-lec'h e Gwengolo 1948. Adkavout a ra e wreg hag e verc'h Denise.

Mervel a ra d'an 8 a viz C'hwevrer 1967 e Vitry-sur-Seine e ti e verc'h Denise d'an oad a 86 vloaz.

Arroudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A-zivout an Iliz gatolik: "Neus ket tu gwelet an Iliz Roman o kaout ur sell hegarat, ur bolitikerezh harp d'ar Brezhoneg, paneveken diouer a zisoc'h."
  • A-zivout ar Bezen Perrot (prosez 1948) : "Ul luskad a rank kaout un nerzh; A-dreñv dezhañ ar bagad-gward breton a oa ur strollad emzifen" [4]
  • A-zivout ar Bezen Perrot o kaout dilhadoù-soudard alaman: "Evit ur Breton, un dilhad-soudard a vefe gall, saoz, amerikan pe alaman, a vez bepred un dilhad-soudard estren"[5]

Tro-spered Marsel Guieysse[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Yaouank e grog gant ar glezeiataerezh entanet ez eo gant an arz-se betek mont d'un emgann daou-ha-daou a-enep ur ministr en dije kunujenet e zad.
  • Dre ma oa protestant e oa pismiger bras war an diouer a harp hag ar plas reuzeudik roet d'ar Brezhoneg gant an Iliz gatolik.
  • Dre levezon relijion protestant ar familh ez eo leal, strizh ha reut.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Militza, c'hoariva, embanner Les Editions Françaises, dastumadenn Les Gémeaux (61 pajenn). 1919 (ASIN: B00182JF0U)
  • Bretons et protestants, Embannadur. de la Cause, Neuilly, 1925
  • La langue bretonne,Embannadur J. Méhat, Henbont, 8 a viz C'hwevrer 1925
  • La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, Kemper, Embannadur Nouvelles Éditions bretonnes, 1936. Appendices : Les chaires de celtique en 1905 et 1935. Liste des Conseils généraux et municipaux des sociétés savantes et groupements divers ayant émis un vœu en faveur de l'enseignement de la langue bretonne

Kazetenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Marsel Guieysse, "M.Souvestre et le protestantisme", Le Fureteur Breton (Kelaouenn skiantel), 30vet niverenn, 1910, Pajennoù 214-216[6]

Kenlabourer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les Colonies françaises d'Amérique. Saint-Pierre et Miquelon, par Pierre Corbin. La Guadeloupe, par Sainte-Luce-Banchelin. La Martinique, par Marcel Guieysse. La Guyane, par Léon Jacob, Embannadur Notre domaine colonial (128 pajenn), Pariz, 1924 (ASIN: B001BSHWU6)
  • Ronan Caouissin. Bretons d'aujourd'hui : Les Aînés. Skrid digeriñ gant Marcel Guieysse, 1936 (ASIN: B0018GYD30)

Tro-dro da Marcel Guieysse[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lod dielloù eus Marsel Guieysse a zo bet degaset d'al levraoueg Yves-Le Gallo Kreizenn ar CRBC (Centre de recherche bretonne et celtique) e Skol-Veur Brest.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Cadiou, « Guieysse, Marcel (1881-1967) », en EMSAV : Dictionnaire critique, historique et biographique : Le mouvement breton de A à Z du xixe à nos jours, Spezet, Embannadur Coop Breizh,‎ 2013, 439 p. (ISBN 978-2-84346-587-1), p. 184-185

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://gw.geneanet.org/vfiel?lang=fr;p=simone;n=guieysse
  2. [1], Moniteur des consulats ["puis" et du commerce international].
  3. [2], La Bretagne éclartelée: essai pour servir à l'Histoire de dix ans, 1938-1948 gant Yann Fouéré.
  4. [3]
  5. [4]
  6. https://books.google.fr/books?id=WAEEbgPbwN4C&pg=PA240&lpg=PA240&dq=Marsel+Guieysse,+%22M.Souvestre+et+le+protestantisme%22&source=bl&ots=lUhgDfbzow&sig=qrHRZtzAlVs8sZtiNN53FMHvQO8&hl=fr&sa=X&ei=d9rZVMDRFoG3UuWugBA&ved=0CCUQ6AEwAA, Etudes saint-simoniennes