Strollad Emrenerien Vreiz
Neuz
Strollad Emrenerien Vreiz
Deiziad krouiñ | Gwengolo 1927 |
---|---|
Stad | Frañs |
Ideologiezh politikel | emsav |
Erlec'hiañ a ra | Unvaniez Yaouankiz Vreiz |
Deiziad divodañ | 1931 |
Strollad Emrenerien Vreiz (Parti Autonomiste Breton (PAB) e galleg) a voe krouet da-geñver kentañ kendalc'h Breiz Atao, bet dalc'het e Rosporden d'an 11 a viz Gwengolo 1927. Dilennet e oa bet Morvan Marchal hag Olier Mordrel da genbrezidanted, Yann Bricler da bennsekretour ha Frañsez Debauvais da verour ar gazetenn Breiz Atao. Maurice Duhamel, Yann Sohier, Millardet, Tassel ha Derrien a yeas d'ober kuzul politikel ar strollad hag ar gazetenn war un dro.
An eil kendalc'h a voe dalc'het e Kastellin d'an 18 a viz Eost 1928.
Da-heul kendalc'h Gwengamp, e miz Eost 1931, an SEV a zispartias e daou du : al Ligue Fédéraliste de Bretagne ha Strollad Broadel Breizh.