Maurice Duhamel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Maurice Bourgeaux |
Anv-bihan | Maurice |
Anv-familh | Bourgeaux |
Deiziad ganedigezh | 23 C'hwe 1884 |
Lec'h ganedigezh | Roazhon |
Deiziad ar marv | 5 C'hwe 1940 |
Lec'h ar marv | Roazhon |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Bugel | Morvan Duhamel |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | sonaozour, Dastum, politiker |
Strollad politikel | Strollad Emrenerien Vreiz |
Tachenn | sonerezh Breizh, sonerezh klasel |
Maurice Duhamel, Maurice Bourgeaux (1884-1940 ) evit marilh ar boblañs a oa ur soner, sonaozour, kelaouenner ha den politikel breizhat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet d'an 23 a viz C'hwevrer 1884 e Roazhon. Aet eo da Anaon d'an 19 a viz C'hwevrer 1940 e Roazhon diwar krign-bev ar skevent.
Ganet eo bet en ur familh kenwerzhourien. Ur skoliad dreist oa e lise Roazhon. Barrek-tre war ar sonerezh. Desket en deus brezhoneg pa oa el lise. Skrivet en deus abred e meur a gelaouenn.
Eus tu Alfred Dreyfus eo bet gant entan.
Etre 1909 ha 1912 e reas troioù e Treger ha Kerne evit dastum kanaouennoù ha kontadennoù pobl.
Ne gemeras ket perzh er brezel bed kentañ rak reformet oa bet. Rener Laz-seniñ an Tour Eiffel e voe e 1917.
E 1912 e kuitaas an Union Régionaliste Bretonne (URB) gant Emil Masson, Camille Le Mercier d'Erm, Frañsez Vallée ha Loeiz Herrieu evit krouiñ ar Fédération régionaliste de Bretagne na badas ket pell.
Ezel e voe eus Strollad komunour Frañs er bloavezhioù 1920. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar Parti Autonomiste Breton e Rosporden e 1927. Bez eo voe pennskridaozer ar gelaouenn Breiz Atao.
Gant Goulven Mazeas ha Morvan Marchal e voe unan eus pennoù kostezenn gleiz ha kevreadelour an emsav breizhek etre an daou vrezel bed.
E 1930 e voe rener arzel Radio-Rennes Bretagne.
Kuitaat a reas ar PAB e 1931. Emezelañ a reas el Ligue Fédéraliste de Bretagne. Ne reas ket berzh ar strollad-se ha kuitaat a reas Maurice Duhamel ar vuhez politikel. Chom a reas tost ouzh Marcel Cachin koulskoude. Kregiñ a reas da skrivañ e Histoire du peuple breton. Berzet e voe al lodenn gentañ gant Ministr an diabarzh e 1939.
Graet en doa e annez kostez Pariz hag ezel oa eus kevredigezh ar "Bretons émancipés" renet gant Marcel Cachin.
Mervel a reas e 1940 hep kaout amzer da skrivañ eil lodenn Histoire du peuple breton.
Oberennoù sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Siñfoniennoù ha c'hoariganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1924 : Trois petites pièces orientales
- 1926 : Harald, ouverture
- 1927 : La Trahison, Galopade, Bataille, Epilogue, quatre incidentaux
- 1927 : Grazioso, Amoroso, Doloroso, Agitato, quatre incidentaux
- 1928 : En terre celtique
- 1929 : Sous un balcon de Murcie
- 1929 : Habanera
- 1930 : Deux Marches celtiques
Oberennoù sonerezh kambr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1911 : Soniou an Dous, Canevon y briodferch, Les Chants de la fiancée pour violoncelle ou alto et piano
Oberennoù evit ar piano ha sonennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1905 : Le Chevalier du guet
- 1906 : Valse
- 1907 : Impressions de Bretagne
- 1915 : Esquisses bretonnes
- 1925 : En terre celtique
Oberennoù evit ar c'han hag oberennoù relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Viviane, drame lyrique
- Harmonisations de pièces de compositeurs romantiques
- Harmonisations de chants populaires
- 1908 : Le Cœur peut changer, opéra-comique
- 1913 : Gwerziou ha Soniou Breiz Izel (tonioù an darn vrasañ eus ar gwerzioù ha sonioù dastumet gant Fañch an Uhel)
- 1930 : Chansons populaires du Pays de Vannes
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Musiques bretonnes (1911)
- Quinze modes de la musique bretonne (1911)
- Chansons populaires du pays de Vannes (1914)
- Premières gammes celtiques (1916)
- Chansons populaires des Hébrides (1916)
- Le fédéralisme international et le réveil des nationalités (1928)
- Histoire du peuples breton, des origines à 1532 (1939)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mille Bretons dictionnaire biographique gant Jean-Lloup Avril, Les portes du Large ; 2002 ; ISBN 2-914612-07-9
- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner ; 2013 : ISBN 978-2-916579-59-7
- Musique classique bretonne / Sonerezh klasel Breizh gant Mikael Bodlore-Penlaez hag Aldo Ripoche, raksrid gant Pierre-Yves Moign ; Coop Breizh ; 2012 ; ISBN 978-2-84346-563-5