Pierre-Yves Moign
Pierre-Yves Moign, bet ganet e Brest d'ar 5 a viz Gwengolo 1927 hag aet da Anaon er memes kêr d'an 18 a viz Meurzh 2013, a oa ur sonaozour breizhat hag ur c'helenner war ar sonerezh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiañ a reas e Skol-sonerezh Uhel Vroadel ("Conservatoire national supérieur de Musique" e galleg) Pariz. Ar c'hentañ priz piano ha kendonouriezh en doe e 1952.
E oberenn gentañ bet sonet ez-foran a voe sonerezh kentañ abadenn ar mimer Marcel Marceau e 1948.
Dedennet e oa gant ar sonerezhioù hengounel. Kenkrouer meur a strollad sonerezh eo bet : Son ha koroll e 1955 (teir fladenn e ti Barclay, un dro en Olympia), Kabalerien (meur a bladenn e ti ''Chant du Monde'' adalek 1961). Meur a droiad sonadegoù a reas ganto en Europa, abadanneoù skingomz ha skinwel ivez, betek 1972.
Adalek 1963 e studias pedagogiezh ar sonerezh ha dreist-holl an doareoù bev.
E dibenn ar bloavezhioù 1960 e krouas al laz-kanañ Hentou Breiz evit re yaouank. E 1978 e krouas Kreizenn Vreizhat an Arzoù Pobl ("Centre breton d'art populaire" e galleg) e Brest. Ren a reas anezhi betek 1999. Aozañ a reas abadennoù ha sonadegoù evel "Emgavioù Arzoù hengounel ha kevredigezh kempred" ha "Kroazhent ar broioù keltiek" ha kenstrivadegoù sonerezh e-leizh.
E keit-se e kendalc'has gant e labour sonaozañ. Skrivañ a reas evit kalzik lazioù-kanañ ha lazioù-seniñ. Kalz pezhioù a skrivas evit an delenn geltiek hag evit kelenn sonerezh. Da skouer, e Plougerne, e savas en un nebeud sizhunvezhioù "Dasson Breizh", ur rapsodienn evit laz-kerdin, haroe ha piano a voe sonet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1973 gant orkestr skol-sonerezh Brest.
Kemeret en deus perzh en orkestradur oberennoù Didier Squiban (ar sinfonienn Bretagne e 2000 hag ar sinfonienn Iroise e 2004).
Resevet en deus Kolier an Erminig e 2004.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit unkanerien, laz-kanañ ha laz-seniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwerz Morvan (35'), war un destenn divyezhek (brezhoneg/galleg) gant Youenn Gwernig, Salaun ar Foll (25'), hag ur varzhoneg e galleg gant Paol Keineg (1981, kemennet gant an "Tombées de la nuit")
Evit laz-seniñ sinfonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Légendaire pour le roi Arthur (16'), 1978 (kemennet gant Gouelioù Kerne)
- Un den hag ar mor (15')
- Gradlon meur ou Is la ville engloutie (16')
Evit lazioù-kerdin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dasson Breizh (16')
- Les heures de Rohan (90')
Sonerezh evit abadennoù c'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mort avant l'aube (1948)
- Gurvan gant Tangi Malmanche (1974)
- Nomenoe-Oe ! Jakez Riou (1976)
- Iseult Seconde Pêr-Jakez Heliaz (1979)
- Le Barzaz Breiz (1975)
Sonerezh-kambr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Seizhad evit fleütoù, oboell, klerinell, saksell, korn, bason (1975)
- Tri zamm berr evit pempad kouevrelloù
- Teir barzhoneg kembreat evit 2 biano (1985)
- Jenovefa, son-komedienn war divizoù savet gant Glenmor (1954)
Pezhioù evit telenn geltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An dro da selaou (1982)
- Gwerz vihan (1983)
Dodenn hag argemmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwerz an Anaoun (1983)
- Daou An Dro an eil war egile (1983)
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Son ha koroll, 1957, Barclay - 86030 et 86031
- Chants Celtiques par Dunvel ar Benn, Chant du Monde - LDY 4217
- Les ballets populaires de Rennes, Polydor - 45580
- Les Kabalerien, Mouez Breiz hag Iroise - 1774 ATS
- War hentou Breiz, Iroise - 30118
Abadennoù skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div abadenn produet gant France 3 :
- Unan, e 1979, sevenet gant François Tajet
- Unan, e 1985, sevenet gant Pêr ar Flao, war an Teir barzhoneg kembreat evit daou biano gant daou soner a Vreizh-Veur, Martin Jones ha Richard Mac Mahon.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.
- Pierre-Yves Moign, sonaozour, Goulc'han Kervella, Al Liamm, niv. 392, 2012