Tangi Malmanche

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Tangi Malmanche | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Tanneguy Charles François Malemanche |
Anv pluenn | Tangi Malmanche Goaldeod |
Obererezh | Dramaour |
Ganedigezh | 7 a viz Gwengolo 1875 Saint-Omer, Bro-C'hall |
Marv | 20 a viz Meurzh 1953 Clichy-la-Garenne, Bro-C'hall |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
| |
kemmañ ![]() |
Unan eus hon dramaourien veurañ ha gwellañ eo bet Tanneguy Charles François Malemanche, anavezet dindan an anv Tangi Malmanche (1875-1953). Un den a-raok e amzer e oa, daoust ma voe levezonet e oberenn lennegel gant doareoù ar c'hoariva gall ha klasel. Puilh eo e oberoù, a skrivas koulz e brezhoneg hag e galleg.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e voe Tangi Malmanche d'ar 7 a viz Gwengolo 1875 e Saint-Omer, Pas-de-Calais (Bro-C'hall),
Mab Gustave Étienne Charles Malmanche (* Brest, 1834), komiser er Verdeadurezh, ha d'e wreg Marie-Louise Piédalu (* Douai, 1850) e oa Tanneguy, evel ma voe skrivet en ti-kêr. Daouzek vloaz e oa pa zistroas e dud da Vreizh d'en em staliañ e Brest ; meur a vaered Brest a oa bet er familh Malmanche en XVIIIvet kantved.
Ez-krennard e vevas etre lise Brest ha maner an tiegezh er Rest e parrez Plabenneg. Nepell diouzh ar maner e oa ur vilin ma laboure Urien ar C'hoant hag e wreg Mari ar Rouz ; plijout a rae da Vari kontañ kalz istorioù, hag a-drugarez dezhi e teskas Tangi Malmanche brezhoneg hag e talc'has soñj eus an istorioù-se a-hed e vuhez.
Echu gantañ sudiañ e lise Brest ez eas Tangi da Roazhon d'ober studioù war ar Gwir. Ur wech echu gant ar studioù-se ez eas da Bariz a-benn tapout un aotreegezh war al Lizhiri hag ur skrid-testeni eus Skol-Uhel ar Studioù-Micherel.
Goude e goñje-soudard en droadegiezh (1896-1897) e labouras en Hentoù-Houarn ar C'hornôg e-pad ur pennad.
Kourater kretadurioù e voe ivez a-raok en em staliañ da vestr-gov e Courbevoie nepell diouzh Pariz, war glann gleiz ar Seine, e 1912. Eno ez euredas Jeanne Briantais, d'an 28 a viz Gwengolo en hevelep bloavezh. Ur verc'h, Anne-Marie, a zeuas d'ar c'houblad kent ma voe engalvet Tangi Malmanche e 1914 e Naoned ; e 1916 avat e voe adkaset da Gourbevoie, ma labouras war e vicher evit an arme.
E Pariz e vevas e fin e vuhez, hag en digenvez war-bouez un nebeud mignoned. Da 77 vloaz e varvas hon dramaour brudetañ d'an 20 a viz Meurzh 1953 e Clichy-la-Garenne (Hauts-de-Seine), pell diouzh e vro, « brudet ha dianav » evel ma skrivas gant mousfent ; beziet e voe e Dives-sur-Mer (Calvados), ma oa boas da dremen vakañsoù en hañv.
Resped skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Here 1898, pa oa 23 bloaz, e voe embannet e oberenn gentañ – ur varzhoneg anvet Sant Iann Balanant — er gelaouenn L'Hermine. E 1900 hag e L'Hermine adarre e voe embannet Marvailh an ene naonek, un drama c'hoariet da zeiz Gouel an Hollsent e maner ar Rest, ar bloavezh-se.
Pemp bloaz war-lerc'h e voe c'hoariet ar pezh en-dro, war leurenn an Athénée-Saint-Germain, e Pariz ar wech-mañ, ha berzh bras a reas.
E miz Eost 1903 e krouas, gant skoazell e vignon al levrier Le Dault, ur gelaouenn lennegel hollvrezhonek, Spered ar Vro hec'h anv. Buan avat e voe digalonekaet ha feuket ar rener gant digasted e genvroiz, ha ne zeuas ar gelaouenn er-maez nemet peder gwech hepken.
Kelenner ivez e voe Tangi Malmanche er bloavezhioù 1904-1905, evit Kevredigezh Bretoned Pariz, La Bretagne. E 1907 e voe embannet e gentelioù brezhonek e stumm ul levr, Le mémento du bretonnant e anv.Oberennoù a bouez bras a savas betek e varv.
Mestr-gov e oa e vicher, met diouzhtu p'en deveze un tammig amzer vak e skrive e brezhoneg. Koulskoude ne oa ket trawalc'h dezhañ sevel pezhioù-c'hoari, pa voullas e skridoù e-unan dre m'en doa staliet ur waskerell-vrec'h en e liorzh.
E bennoberenn, Gurvan, ar marc'heg estrañjour, a voe moullet evel-se hanter-kant skouerenn anezhi, hag ivez moarvat Salaun hag ar ganaouenn diwar-benn Difoeltradur Roazhon.
Siwazh, n'eo ket bet merzet nag anavezet oberennoù Malmanche, evit lies abeg.
« Ugent vloaz re abred ez eo deuet hon dramaour meur » a skrivas Abeozen, ha gwir a skrivas. Ne oa ket barrek c'hoazh e gempredidi da lenn e oberennoù ha n'o deus komprenet peurvuiañ mann ebet enno. Malmanche en doa kaz ouzh an dud, ha ne oa ket aes tostaat dezhañ.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An darn vrasañ eus oberennoù Malmanche zo dramaoù awenet gant ar gristeniezh ; ar grennamzer, evel e Buhez Salaun lesanvet ar foll ; ar beurbadelezh, evel e Gurvan ar marc'heg estrañjour ; eneoù an dud veuzet, evel en Ar Baganiz.
- Barzhoniezh
- Sant Iann Balanant, 1898 e kelaouenn L'Hermine.
- C'hoariva
- Marvailh an ene naonek (e gwerzennoù libr), 1900 e kelaouenn L'Hermine ; Spered ar Vro, 1904 ; Al Liamm, 1974
- Marvailh an ene naonek (eilstumm 1939 : e komz plaen, disheñvel a-walc'h an istor hag ar gentel[1]), Aber, 2013
- Gwreg an Toer (1900), embannet evit ar wech kentañ gant Sav, Niv.24 (Hañv 1942) ; Al Liamm, 1974 (disklêriet e-giz 1973 gant an ti-moulerezh)
- An intanvez Arzhur (1906), Al Liamm, 1973 (embannadur kentañ)
- Buhez Salaun lesanvet ar foll, Embannadurioù Al Liamm, 1973
- Gurvan ar marc'heg estrañjour, embannadur gant ar skrivagner, 1923
- Ar Baganiz, Gwalarn Niv. 34-35, 1931 ; Al Liamm, 1976
- An Antekrist, Al Liamm, 1950
- Kanaouennoù
- Kanaouenn ar c'hornandoned, 1904, e L'Hermine
- Disfoeltradur Roazhon, Aber, Niv.13 (Diskar-amzer 2003, da geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche), pajenn 20
- Kontadennoù e galleg
- Kou le corbeau (1937 er gelaouenn Les Œuvres Libres) ; bet lakaet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal : Kou ar Vran, Aber, 2018
- La monstre de Landouzan
- Suzanne Le Prestre
- La tour de plomb
Ar peder c'hontadenn-se zo bet bodet gant Herri Kaouisin ha skeudennet gant Pêr Peron el levr Contes, Paris : Cit Éditions, 1975.
- A-zivout ar brezhoneg
- Le memento du bretonnant
- De l'utilité du breton
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skivet ez eus bet ur bern pennadoù diwar-benn Tangi Malmanche.
- Tangi Malmanche et le théâtre celtique, L'Echo de Paris, 13 a viz Ebrel 1931.
- Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ (ar pajennoù 105 ha 106 a zo diwar-benn Tangi Malmanche), Al Liamm (1957).
- Arouezelezh Gurvan, gant Maodez Glanndour, Al Liamm, Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 3
- Tangi Malmanche (gant Roparz Hemon), Al Liamm, Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 9
- Tangi Malmanche stourmer (gant Per Denez), Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 13
- Kannad ur bed all, gant Arzel Even, Al Liamm, Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 17
- Tangi Malmanche (gant Mikaela Kerdraon), Al Liamm, Niv. 114 (Genver-C'hwevrer 1966).
- Gwreg an toer, gant Tangi Malmanche (bet embannet er gelaouenn SAV e 1942), Al Liamm, Niv.157 ( Meurzh-Ebrel 1973, da geñver 20vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche), p. 84, ha skeudennoù Tangi Malmanche p. 102.
- Treiñ da wir huñvre ur bed marzhus, gant Andrev Gwegen, Al Liamm, Niv.157 ( Meurzh-Ebrel 1973, da geñver 20vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche)
- Tangi Malmanche ha Spered ar Vro (gant Maodez Glanndour), Al Liamm N°160, (1973).
- Tangi Malmanche, gant Maodez Glanndour, Al Liamm, Niv.160 (Gwengolo-Here 1973)
- Tangi Malmanche, témoin du fantastique Breton (gant Mikaela Kerdraon), Brittia.
- The Tragic Vision of Tangi Malmanche, gant Reun ar C'halan, e World Literature Today, Vol. 59, No. 3 (Summer, 1985), pp. 357–363 (article consists of 7 pages). Embannet gant University of Oklahoma [1]
- Arvezioù hag arverioù ar marv e "Marvailh an Ene Naonek", pezh-c'hoari e div nozvezh gant Tangi Malmanche, Morgan ar Menn, Aber, 18, Goañv 2004 : niverenn gouestlet da dTangi Malmanche penn-da-benn.
- Marvailh 1939, Morgan ar Menn, Aber, 18, goañv 2004, p. 462. Niverenn gouestlet da dTangi Malmanche penn-da-benn.
- Talvoudegezh ar brezhoneg, gant Tangi Malmanche, Aber Niv.13 (Diskar-amzer 2003, da geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche)
- Monumant ar vezh, Morgan ar Menn, Aber, 13, 2003, p. 17
- Tangi Malmanche un den a fent ?, Morgan ar Menn, Aber, 9, 2002, p. 68
- Tangi Malmanche, kant vloaz zo dija, Morgan ar Menn, Aber, 13, 2003, p. 5
- Marvailh an Ene Naonek, gant Tangi Malmanche, Aber, Niv.18 (Goañv 2004) : niverenn gouestlet da dTangi Malmanche penn-da-benn, p. 463
- En ur lenn Tangi Malmanche, gant Morgan ar Menn, Aber, 2015
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992 (ISBN 978-2-73680-034-5)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Hervez Morgan ar Menn e rakskrid embannadur Aber, goulennet e oa bet digant Malmanche ar maladur-mañ gant Herri Caouissin, gant ar soñj "e ginnig war al leurenn da goulz Bleun-Brug 1939". Evit gwir ne voe ket diskouezet er Bleun-Brug. "Ne ouzon ket perak", a ouzhpenn Morgan ar Menn. Marteze dre ma oa bet digristenaet un tamm mat e-keñver ar stumm a orin ? Padal c'hoariet e voe gant ar strollad Gwalarn ha skignet gant ar radio Roazhon-Breizh e 1943.