SAV (kelaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
SAV - Niverenn 4.jpg

SAV a oa ur gelc'hgelaouenn drimiziek brezhonek hag a oa bet krouet gant Strollad Ar Vrezhonegerien, tud Kelc'h Keltiek Pariz.

Moullet e oa bet an niverenn gentañ (Goanv 1936) gant Ronan Kaouisin e Pleiber-Krist : “Savet eo ar gelaouenn-man gant Breiziz harluet, evit Breiziz evelto pell diouz ar vro” eo kentañ gerioù ar rakskrid “D'al lennerien” a gaver enni, hag hi deuet er-maez e miz Genver 1936. Tud a bep seurt a skrive er gelaouenn-mañ a veze embannet peder gwech ar bloaz : niverennoù Goañv, Never-amzer, Hañv ha Diskar-amzer. N'eus nemet e 1940 ma teuas er-maez div niverenn hepken : seitek (Nevez-Amzer ha Hanv) ha triwec'h (Diskar-amzer 1940 ha Goañv 1941).

Kroget gant dek lur ar bloaz e oa aet ar c'houmanant

da ugent lur adalek an niverenn seitek,
da dregont lur adalek an niverenn ugent (Hanv 1941),
da zaou-ugent lur adalek an niverenn c'hwec'h warn-ugent (Goañv 1943)
ha da hanter-kant lur adalek an niverenn nav warn-ugent (Diskar-amzer 1943),

bep ma kreske priz ar paper-moullañ abalamour d'an diouer anezhañ e-pad dalc'hidigezh Bro-C'hall gant al lu alaman.

Ar c'hentañ niverenn ha tregont (Nevez-amzer 1944) a voe an hini diwezhañ bet embannet.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez an dud a skrivas e-barzh e oa :

  • Yeun ar Gow : en niverenn 19 (Nevez-Amzer 1941) e kaver un hir a gontadenn (peder fajenn ha tregont), Enezenn Iz goueledet er mor, sinet gant Y. an Diberder ha Y. ar Go, gant un istitl ha n'eo ket dinoaz penn-da-benn : "Danevell aozet ha kempennet hervez skridou brezonek an Amzer goz ha kredennou beo tud Kerne" ; da-heul ec'h embannont Gwerz ar Roue Gralon ha Kêr-Iz, "heñvel-mil ouz an hini a veze gwerzet gwechall e pardoniou Kerne, e kreiz ar Meneziou Du" ; pelloc'h c'hoazh e kaver un notenn digant Yeun ar Gow diwar-benn Geriou brezoneg beo nebeut anavezet gant ar Skrivagnerien, gerioù eus bro-Bleiben ha tro-war-dro peurvuiañ.
  • Youenn Drezen
  • Frañsez Falc'hun
  • Meven Mordiern
  • Jarl Priel, en niverennoù pemp warn-ugent (An Dakenn dour, Diskar-Amzer 1942), c'hwec'h warn-ugent (Ar Baleer-Bro, Goañv 1943) ha nav warn-ugent (Ar Vatez vihan, Diskar-amzer 1943) nemetken
  • Frañsez Vallée

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]